Reachlainn

Eus Wikipedia
Enez Reachlainn
Skeudenn tennet eus an oabl a ziskouez enez Reachlainn etre aod Iwerzhon ha ledenez Cinn Tìre.

Reachlainn (hervez an iwerzhoneg) pe Rathlin Island (hervez ar saozneg) zo un enezenn en arvor kontelezh Aontroim, e Norzhiwerzhon. An enezenn nemeti eo gant annezidi enni e Norzhiwerzhon : e 2001 e oa 75 den o chom enni. Emañ war-hed 10 km diouzh douar-bras Iwerzhon, ha 25 km diouzh beg ledenez Cinn Tìre, e Bro-Skos. C'hwech kilometr hed he deus an enezenn, a reter da gornôg, ha pevar km eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz.

Gallout a reer mont da Reachlainn gant bigi a loc'h diouzh porzh Baile an Chaistil, e kontelezh Aontroim. Gwarezet eo an evned-mor war an enez ha meur a zek mil anezho a vez o neizhiañ enni bep bloaz.

Reachlainn eo al lec'h kentañ eus Iwerzhon a voe aloubet gant Vikinged e 795[1]. Ar roue skosat Roparzh I (Robert Bruce) a gavas repu en enez, hervez a lavarer, hag eno e kavas nerzh-kalon da genderc'hel gant e stourm a-enep ar Saozon.

Gant an Italian Guglielmo Marconi e voe graet al liamm kentañ dre skingomz, er bed, etre Baile an Chaistil ha Reachlainn d'ar 6 a viz Gouere 1898.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. hervez Annals of Ulster/Annála Uladh, The Annals of Ulster at University College Cork