Raspoutitsa

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Rasputitsa (mor a vouilhenn), 1894, gant Alexei Savrasov

Raspoutitsa (rusianeg: распу́тица, "amzer an hentoù fall") eo an anv a vez graet e Rusia, Ukraina ha Belarus eus ar mare eus ar bloavezh pa ne c'heller ket implij an hentoù douar.

Dre ma teuz an erc'h (en nevez-amzer) pe gant glaveier an diskar-amzer, darn eus al lec'hioù plaen a zeu da vezañ lec'hioù goloet gant bouilhenn.

Brudet eo ar Raspoutitsa dre ma'z eo bet ur skoazell ouzhpenn d'ar bobl rusian a-enep an alouberien (Napoleon, Hitler).

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]