Mont d’an endalc’had

Radio Naoned

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Radio naoned)
Radio Naoned
radio station
StadBreizh Kemmañ
Sez sokialNaoned Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvbrezhoneg Kemmañ

Radio Naoned zo ur radio e brezhoneg penn-da-benn skignet war an RND e bro-Naoned abaoe 2019.

Istor ar radio

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet Radio Naoned diwar intrudu sipailh Radio Kerne e 2018 peogwir e vanke ur radio e brezhoneg er vro-mañ, e-lec'h ma oar brezhoneg 2 % deus ar boblans, kalzig tud yaouank en o zouez. Hervez selaouerien e oa ivez ur mod da lakaat an dud deus kornog Breizh da zerc’hel ul liamm gant ar brezhoneg en Naoned. Goude bezañ savet ar goulenn ouzh ar CSA evit kaout an droad da skignañ e oa bet gortozet bloaz hanter a-raok kaout ur respont pozitivel.  Evit brudañ ar radio ez eus bet graet emvodoù publik gant skipailh Radio Kerne Naoned. Skignet eo bet an abadenn gentañ ur bloaz goude e vefe graet anaoudegezh gant ar studio, da lavaret eo e 2019. Podcastoù a oa dija skignet war internet abaoe miz Mae 2019. Ar studio zo e Sant-Ervlan, er greizenn Yezhoù ha Sevenadur, e-kichen ur skol Diwan, e bannlev Naoned. Ar radio zo skignet war an RNT peogwir eo saturet ar vandenn FM e Naoned. Ar radio kentañ war ur frekañs niverel en ur yezh vinorelaet e Frans eo.

Daou zen zo o labourat er radio : Marianne Vaidie, kazetennerez ha Melaine Looten, kenurzhier. Staget eo ar radio ouzh Radio Kerne.

Un abadenn div eurvezh produet gant ar radio e-unan a vez bep mintin. Abadennoù tregont munut a vez bemnoz gant tud a youl vat, evit emplegañ tud ar vro er raktres. Abadennoù muzik a vez : Distruj da radio, un abadenn punk ha rock, hag enrolladennoù sonerien bro Naoned. Keleier, abadennoù kontadennoù, c’hoariva, sport, sevenadur, istor a glever ivez. Abadennoù ha reportajoù war ar politikerezh zo.

Gant Radio Naoned e vez kinniget stummadurioù evit diskouez d’ar vugale pe d’ar grennarded penaos e ya en-dro ur radio.

Muzik a bep seurt a zo pouezus evit lakaat nann-vrezhonegerien da selaou.

Gellout a raer kavout podcastoù an abadennoù war lec’hienn Radio Naoned.

Arc’hantaouiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

100.000€ eo budjed ar bloavezh kentañ. Ar Redadeg he deus roet 30.000€ hag ur c’houlzad crowfunding a oa bet lañset evit rastellat arc’hant da grouiñ ar radio. Sikouret eo gant Rannvro Breizh.