Radio Kerne
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur Skingomz brezhonek eus Bro-Gerne eo Radio Kerne. Savet e oa e 1998.
Radio Kerne zo ur radio kevredigezhel brezhonek. E Ploneiz emañ, tre e-kichenn Kemper. Skignet en doa evit ar wech kentañ e 1998 ha bremañ gant e dri frekañs ez a da skignañ war ul lodenn vat eus departamant Penn ar Bed. 5 den a zo implijet gant ar gevredigezh. Krouet eo bet Radio Kerne da heul kinnigoù Kuzul Sevenadurel Breizh a-fed ar radio. E bal, ouzhpenn skignañ war Kerne a oa, hag a chom atav, reiñ da glevet d'ar re a faot dezho abadennoù brezhoneg pa garont e Kerne hag e lec'h all. Ar pal-se a zo stag eus ar soñj labourat asambles gant ar radioioù brezhoneg all. Kinnig a reont 60 eurvezh abadennoù e brezhoneg bep sizhun, evit ar re vras hag ar re vihan. Ur program liesseurt, gant keleier, reportajoù, kronikoù hag abadennoù farsus. Ul lodenn vras eus an abadennoù-se a vez eskemmet pe kenbroduet gant ar radioioù brezhonek all (Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened). Brudet eo e brogram sonerezh a lak war-wel arzourien eus ar vro hag a chom digor war ar bed a-bezh war an dro.
Abadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Levr ar sizhun, kinniget gant Morgane Bramoullé, diwar-benn levrioù gallek.[1]
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1994 e tibab un nebeud tud en em vodañ dre ma 'z int aet skuizh gant an diouer a vrezhoneg er servij publik. Sevel a reont raktres ur skingomz kevredigezhel e brezhoneg penn-da-benn. Loc'het e vo gant radio Kerne e 1998, gant ar frekañs 90.2 hepken. Staliet e oa ar skipailh tud a youl vat en ur burev e ti-kêr Ploneiz er pennkentañ. E 2007 ez eus meur a cheñchamant evit ar radio. Un trede frekañs a dapont (97.5) ha prestet e vez dezho ur savadur nevez, gant ur gwir studio labour, gant ti-kêr Ploneiz
Hiziv an deiz ez eus pemp implijad e Radio Kerne, 4 anezho a ra al lodenn komzet hag egile a ra war-dro an teknik hag ar sonerezh. Ha gallout a reer selaou ar radio war-eeun adalek o lec'hienn internet.
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Prezidant : Jean-Yves Kervarec
Chomlec'h : Radio Kerne, Ti an Dourigoù, 57 straed laeneg 29710 Ploneiz
Pellgomz : 02 98 91 05 00
Frekañsoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir frekañs a zo gant Radio Kerne :
- Kemper : 90.2
- Douarnenez : 92.0
- Kemperle : 97.5
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ [ https://www.radiokerne.bzh/br/category/levr-ar-sizhun/ Levr ar sizhun]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |