Mont d’an endalc’had

Radio Bro

Eus Wikipedia
Logo "Radio Bro" e galleg

Radio Bro (Radio Pays e galleg) zo anv ur skingomz kevredik skingaset e bro Bariz. Krouet eo bet er bloazioù 80, ha roet e vez da glevet abadennoù graet e yezhoù rannvroel komzet er stad c'hall (Breizh, Korsika, Euskadi, Flandrez, Katalonia, Elzas, Okitania). Ur radio selaouet gant kalzik a Vretoned divroet eo, pe eo bet.

Hiziv an deiz ez eus un deg animatour bennak a ra al lodenn komzet, an teknik hag ar sonerezh. An holl animatourien a zo youlad. E-touez an animatourien bet o kas an abadennoù e oa Serj Richard, Yann-Fulub Dupuy, aet da gelennerien ha da skrivagnerien abaoe.

Abadennoù Breizhek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skignet eo abadennoù breizhek Radio Bro war-eeun bep digwener, disadorn, hag adskignet bep dilun. Ez eus c'hwec'h abadenn :

  • Cap à l'ouest
  • Klevet 'peus
  • An Teodeg
  • Tri Zeod
  • Keleier ar vro
  • Ha bremañ mouez breizh deus amañ

Pemp frekañs e oa gant Radio Bro, ha 90.3 eo hiziv (Bro Bariz). Tu a zo da selaou ivez ar skingomz war eeun war lec'hienn Radio Pays, ha goude ar skignadur war ar rouedad.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]