Mont d’an endalc’had

Syria (proviñs roman)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Proviñs Syria)
Syria en Impalaeriezh roman.
Un tamm mozaik roman kavet en Antioc'heia.

Syria a oa unan eus proviñsoù an Impalaeriezh roman. En em astenn a rae mui-pe-vui el lec'h m'emañ stadoù modern Siria ha Liban bremañ. Aloubet e oa bet gant ar Romaned, renet gant Pompeius, e 64 kent JK. Goude e voe tro Palestina. ‎ Chom a reas dindan beli Roma ha goude-se hini Bizantion e-pad meur a gantved. E 637 e voe aloubet gant ar Vuzulmaned deuet eus ar c'hreisteiz.