Proviñsoù-Unanet
Proviñsoù-Unanet (Republiek der Zeven Verenigde Nederlanden e nederlandeg, da lâret eo « Republik ar Seizh Izelvro Unanet ») a vez graet eus seizh proviñs an norzh eus ar Seitek Proviñs pe an Izelvroioù spagnol etre 1581 ha 1795, pa voe savet ar Republik Batav (19 a viz Genver 1795 - 5 a viz Mezheven 1806), ha da c'houde, Rouantelezh Holland (5 a viz Mezheven 1806 - 13 a viz Gouere 1810), gant ar C'hallaoued.
Anv a vez graet ivez eus Izelvroioù an Hanternoz (pe Izelvroioù an Norzh), evit merkañ an diforc'h gant Izelvroioù ar C'hreisteiz (pe Izelvroioù ar Su) chomet dindan beli Spagn.
D'ar 26 a viz Gouere 1581, dre Akta Den Haag, an holl broviñsoù-se hag a oa dindan beli roue Spagn a oa deuet da vezañ dizalc'h en ur grouiñ ur c'hevread. Ne oa ket ezhomm da glask re bell abegoù pennañ an digevrediñ-se :
- ur respont e oa d'ar c'hreizennadur boulc'het gant Tiegezh Habsburg,
- abegoù relijiel a oa dre ma oa bet dibabet dogmoù ar gall Jean Calvin gant an darn vrasañ eus annezidi ar proviñsoù-se en enep da bolitikerezh dreistkatolik Fulup II (Spagn).
Adalek 1586 o devoa paouezet Stadoù ar Proviñsoù Unanet da glask un tiern nevez hag aet e oa ar C'hengevread da Republik.
Ar seizh proviñs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Friz, aotrouniezh kozh
- Gelderland, lod eus Dugelezh Geldern kozh
- Groningen, aotrouniezhoù kozh ar gêr hag an Ommelanden
- Holland, kontelezh kozh
- Overijssel, aotrouniezh kozh
- Proviñs Utrecht, aotrouniezh kozh (Arc'heskopti Utrecht likaet e 1528 gant Feur-emglev Schoonhoven)
- Zeeland, kontelezh kozh.
Ouzhpenn se e oa un eizhvet proviñs, kontelezh Drenthe, met ken paour e oa ar vroig-se ma n'he doa ket da baeañ tailhoù ha ma n'he doa dileuriad ebet e Stadoù an Izelvroioù.