Prokris

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Prokris a oa ur briñsez eus Aten e mojennoù Hellaz kozh. Merc'h e oa da Erec'hteüs, roue Aten ha d'e bried, Praxithea, ha c'hoar e oa da Kreüsa hag Orithyia. Dimeziñ a eure da Gefalos, a oa mab da Deioneus. Hennezh a voe skrapet gant an doueez Eos hag a chomas meur a vloaz hep distreiñ d'ar gêr.

Minos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Minos, roue Kreta, a oa bet milliget gant e wreg: e sper a oa skorpioned ha kevnid a grigne gaol e serc'hed, ha kement-se ne oa ket evit aesaat ar vuhez dezhañ nemeur. Skoazell a c'houlennas digant Prokris, a oa en Aten. Ha hi d'e bareañ.
En eskemm ouzh he skoazell e roas da Brokis ar c'hi hud Laelaps, a dape e breizh dalc'hmat, hag ur goaf hud ha ne c'hwite gwech ebet war e daol.
E doareoù all eus ar vojenn he devoa bet Prokis ur ramz arem, anvet Talos ouzhpenn.

Goaf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He fried Kefalos a oa sot gant ar chase hag a yae bemdez da chaseal gant ar goaf burzhudus, ken he devoa diskred warnañ. Ur wech dija e oa bet gant ur vaouez all.

Marv Prokris, gant Piero di Cosimo, war-dro 1490, Londrez, National Gallery. Ar c'hi Lailaps an hini zo en dorn dehoù.

Eos, doueez ar gouloù-deiz, a skrapas Kefalos p'edo o hemolc'hiñ. En em garout a rejont, hag ur mab, pe meur a vugel, o doe.

Goude eizh vloaz e fellas da Gefalos distreiñ gant e wreg Prokris, ma voe taolet ur mallozh gant Eos warne. Hag an doueez da lavarout ne oa ket manet feal ar wreg keit-se moarvat.

Distro d'ar gêr, setu Kefalos sot adarre gant an abadennoù hemolc'h. Evit gouzout pegen feal e oa e wreg e tistroas eus e chaseadenn gant dilhad all hag e klaskas hoalañ anezhi. Ha Prokris da dec'hel d'ar c'hoadoù da hemolc'hiñ gant an doueez Artemis, ha honnezh ne oa ket troet gant ar baotred! Pa zistroas-hi d'ar gêr e oa bet profet daou dra dezhi gant an doueez: ur goaf hud ha ne c'hwite kammed war e bal, hag ur c'hi ken burzhudus all, anvet Laelaps, ha ne c'hwite ket war e breizh. Ar c'hi a eas da goll un deiz war-lerc'h louarn Teumes, an daou loen a voe troet e mein, ha peoc'h ganto. Chom a rae ar goaf.

Bepred e oa ken sot Kefalos gant ar chase, ha tapout a rae ar goaf bemdez, ken e oa savet gwarizi e Prokris a gave dezhi ez ae da verc'heta adarre. Un den ma oa an hemolc'her o tiskuizhañ ouzh ur wezenn, tapet tomm gantañ, edo o kanañ ur sonennig d'an avel Aura. Klevet e voe gant un tremeniad hag a soñjas dezhañ e oa oc'h ober al lez d'ur chevrenn. Pa glevas Prokris ar c'heloù ez eas da eveshaat he fried. Pa oa Kefalos o kanañ e kavas dezhi edo adarre gant e gamaradez kozh, an doueez Eos. Ha hi d'ober ur fiñv. Hag ar chaseer, pa glevas an trouz, da grediñ e oa ul loen o tont, ha da skeiñ e c'hoaf ha ne c'hwite gwech ebet. Ha treuzet Prokris gant an arm. Mervel a reas etre e zivvrec'h, o lavarout dezhañ: Arabat dimeziñ da Eos.

Ken glac'haret e oa Kefalos kaezh ma kemeras penn an hent d'an harlu.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur pezh-c'hoari anvet Procris a oa bet skrivet gant Sofokles met kollet eo bet.

Prokris all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Procris a oa ivez merc'h henañ Thespius ha Megamede. Daou vab gevell a roas da Herakles, Antileon ha Hippeus.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]