Praxithea

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Praxithea (Πραξιθέα) pe Pasithea a zo anv pemp maouez e mojennoù Hellaz kozh.

An okeanidenn[kemmañ]

Praxithea a oa un Okeanidenn, merc'h da Okeanos ha Tethys. Hervez Apollodoros e timezas da Eric'hthonios Aten hag ur mab o doe, Pandion I.

Naiadenn[kemmañ]

Praxithea a oa merc'h da Frasimos ha Diogenia, merc'h d'an doue-stêr Kefissos. Dimeziñ a eure da Erec'hteüs ha genel ur ribitailh bugale: Kekrops, Pandoros, Metion, Thespios, Eupalamos, Sikyon, Orneüs, Prokris, Kreousa, Merope, C'hthonia, hag Oreithyia.[1][2][3][4][5][6][7] leuskel a reas aberzhién ur verc'h evit bout sur eus trec'h kêr Aten war gêr Eleusis.

Matezh Metanira[kemmañ]

Merc'h Leos[kemmañ]

Praxithea a oa merc'h da Leos. Gant he c'hoarezed, Theope hag Eubule, en em aberzhas da saveteiñ kêr Aten.
Hervez un doare all d'ar vojenn eo o zad a ginnigas aberzhiñ anezho.[8]

Merc'h Thespios[kemmañ]

Praxithea a oa unan eus hanter-kant merc'h Thespios ha Megamede. Gant an haroz Herakles he doe ur mab, Nephos.[9]

Notennoù[kemmañ]

  1. Apollodoros. Biblioteka, 3.15.1.
  2. Diodorus Siculus. Library of History, 4.29.
  3. Diodorus Siculus. Library of History, 4.76.1.
  4. Pausanias. Description of Greece, 2.6.5.
  5. Pausanias. Description of Greece, 2.25.6.
  6. Plutarch. Life of Theseus, 5.
  7. Theoi Project - Praxithea, naiad nymph of Athens in Attica
  8. Theoi Project - Apollodorus
  9. Apollodoros. Biblioteka, 2.7.8.


Mammennoù[kemmañ]

  • Apollodoros, 1921. Apollodorus, The Library (English Translation by Sir James George Frazer, F.B.A., F.R.S. in 2 Volumes. Cambridge, MA, Harvard University Press; London, William Heinemann Ltd) (Perseus).
  • James, Vanessa, 2003. The Genealogy of Greek Mythology. Penguin Group (USA) Inc.