Première Neige (Maupassant)

Eus Wikipedia

Première Neige zo un danevell gant Guy de Maupassant, en 1883.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Erc'h e Honfleur, gant Claude Monet.

Embannet e oa bet an danevell Première Neige er sizhuniek Le Gaulois d'an 11 a viz Kerzu 1883. Adembannet e voe goude en dastumad dalif Le Colporteur en 1900[1].

Adkemeret e voe steuenn an danevell gant Maupassant en e romant Une vie.

An danevell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vaouez yaouank tapet gant an droug-skevent, war ur bank e kêr Cannes, war aod ar Mor Kreizdouar, a oar emañ o vont da vervel.

Parizianez laouen e oa, ha dimezet d'ur gwaz ha ne gar ket, ha kaset gantañ d'ur c'hastell da Normandi. Spontus e voe ar goañvezh kentañ, yen ken-ken. Ha gwaz, bepred o fiñval, n'eo ket rividik, ha nac'h a ra prenaén dezhi un dommerez. Heñvel dra a c'hoarvez en eil goañvezh.