Pont Verrazzano-Narrows
Pont Verrazzano-Narrows zo ur pont-skourr e kêr New York. Liammañ a ra karterioù Brooklyn ha Staten Island. Anvet e voe diwar an ergerzher italian Giovanni da Verrazzano, an Europad kentañ o vezañ treuzet an Narrows, ar strizh-mor etre Lower New York Bay hag Upper New York Bay, ha bezañ dilestret el lec'h m'emañ bremañ kêr New York anvet Angoulême Nevez gantañ.
Perc'hennet eo ar pont gant kêr New York ha fiziet eo bet e gorvoiñ en MTA Bridges and Tunnels hag a zo ur gevredigezh eus ar Metropolitan Transportation Authority.
C'hwezek dollar eo an treizhaj evit ar c'hirri abaoe an 22 a viz Meurzh 2015, war-zu Staten Island hepken.
Ijinet e voe gant Othmar Ammann hag a oa tad pontoù all evel ar pont George Washington, ar pont Bronx–Whitestone, ar pont Robert F. Kennedy hag ar pont Throgs Neck a-us ar stêr Hudson. Kroget e voe d'e sevel d'an 13 a viz Eost 1954 ha digoret e voe d'ar c'hirri d'an 21 a viz Du 1964. Koustet en deus 320 milion a zollaroù. Ar pont-skourr hirañ er bed eo bet betek ma voe savet ar pont Humber e Bro-Saoz e 1981.
Mentoù[1]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hirder : 4 176 metr
- Ledander : 31, 5 metr etre ar funioù
- Uhelder : 211 metr a-us an tourioù uhel (evit nec'h ar pileroù)
- Daou estaj 6 hent gant pep hini anezho
Ar pont e sevenadur ar bobl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet e vez ingal ar pont Verrazzano-Narrows er c'helaouadennoù war marathon New York, e Staten Island ma loc'her.
Servijet en deus d'ar mare ma voe troet ar film Saturday Night Fever, e 1977, gant an aktour John Travolta o c'hoari ennañ.
Er film The Avengers deuet er-maez e 2012 e tremen ar fuc'hell nukleel hag a zle distrujañ Manhattan a-us ar pont, just a-raok ma vefe daspaket gant Iron Man.
Levlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Richard Scott, In the wake of Tacoma : suspension bridges and the quest for aerodynamic stability, Reston (Va.), American Society of Civil Enginneers, 2001 (ISBN 0-7844-0542-5)
- (en) Donald C. Jackson, Great American Bridges and Dams, A National Trust Guide, New York, John Wiley & Sons, Inc., 1988, p. 138 (ISBN 0-471-14385-5)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Verrazano-Narrows Bridge - Historic overview
- (fr) Laboratoire Central des Ponts et Chaussées
- (en) Verrazano construction
- (en) Verrazano-Narrows Bridge
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Verrazano-Narrows Bridge - historic overview e Nycroads.com