Angoulême Nevez

Eus Wikipedia

Angoulême Nevez, pe Nouvelle Angoulême e galleg, e oa an anv roet gant ar moraer italian Giovanni da Verrazzano da aber ar stêr Hudson pa voe dizoloet gantañ en 1524.

An anv-se a roas en enor d'ar roue gall Frañsez Kentañ, a oa bet kont Angoulême eus 1496 da 1515, a baee ar moraer evit dizoloiñ douaroù nevez da v-Bro-C'hall.

Abalamour da se e vez kavet Gallaoued oc'h embann e oa bet gall New York a-raok bezañ hollandat pe saoz.