Polenta

Eus Wikipedia
Polenta kriz.
Kaoter vihan ma vez poazhet ar polenta en Italia.
La polenta, gant al livour italian Pietro Longhi (1702–1785).

Ar polenta eo anv ar yod a vez graet en Italia a gozh, gant bleud ed-Turki. Hervez ar rannyezhoù e lavarer ivez polenda pe pulenda[1].

Ar meuz diazez e oa gwechall en hanternoz Italia, e Lombardia, Veneto[2], Trentino ha Friuli-Venezia Giulia, dreist-holl.

Gwechall e veze debret hep netra all, hiziv e vez servijet alies gant kig pe besked.

Broioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E broioù estreget Italia eo anavezet ar polenta, gant anvioù all evel-just : e Hungaria (puliszka), e Malta (tgħasida - storico), e Savoia, e Kontelezh Nisa, e Gwaskogn (cruchade), e Lengadòc (milhàs), e Suis, en Aostria, e Kroatia (palenta, žganci, pura), e Slovenia (polenta, žganci), e Serbia (palenta), e Romania (mămăligă), e Bulgaria, en Albania (harapash), e Korsika (pulenta), e Brazil (polenta), en Arc'hantina, en Ukraina hag e Kaokaz (culesha), en Uruguay, e Maroko gant ar Verbered ("tarwasht"), e Venezuela hag e Mec'hiko.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet e oa ar ger polenta gant ar Romaned, hogen yod heiz e oa neuze. Kar eo an anv d'ar gerioù latin puls (yod bleud) ha pollen (bleud bleunioù).
Epikuros a lavare e veze « gwalc'het evel Zeus gant polenta ha dour ».(Daveoù a vank)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Devoto Giacomo & Gian Carlo Oli, Dizionario della lingua italiana, emb. Le Monnier, Firenze, 1971, p. 1732
  2. Enciclopedia Motta, emb. Federico Motta, Milano, 1960, p. VI, 679}}