Planedenn
Neuz
(Adkaset eus Planedennoù)
- Evit implijoù all, gwelet Planedenn (disheñvelout).
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
planedenn
Iskevrennad eus | planetary-mass object, substellar object |
---|---|
Rann eus | planetary system |
Next higher rank | steredenn |
Renk dres dindan | Adplanedenn, minor planet |
Studiet gant | steredoniezh |
Child astronomical body | loarell |
Parent astronomical body | star system |
Deskrivet en URL | https://www.whosonfirst.org/docs/placetypes/#planet |
Model item | Merc'her, Douar, Meurzh, Yaou, Sadorn |
Tikedenn Stack Exchange | https://astronomy.stackexchange.com/tags/planet, https://physics.stackexchange.com/tags/planets |
Arouezenn Unicode | 🪐 |
E-pad pell ne oa termenadur resis ebet eus ar pezh a zo ur blanedenn. D'ar 24 a viz Eost 2006 ez eus bet degemeret gant an International Astronomical Union (IAU ; Unvaniezh Etrebroadel ar Steredoniezh , UES), e-kerzh he 26vet emvod meur, ar ratozhiad 5A hag a dermen ar pezh a zo ur blanedenn.
- ◆ E koskoriad an Heol
- 1. Ur blanedenn zo ur c’horf-egor
- (a) a gelc’htro tro-dro d’an Heol ;
- (b) en deus a-walc’h a dolz evit ma c’hallfe e emc'havitadur bezañ trec'h war nerzhioù ur chorf kalet betek tizhout ur c'hempouez hisdrostatek (eleze bezañ peuzront) ;
- (c) en deus distrobet trowardroioù e gelc’htro.
- 2. Ur gorrblanedenn zo ur c’horf-egor
- 3. "Korfoù bihan koskoriad an Heol" a vo graet eus kement tra all a geltro tro-dro d'an Heol, war-bouez al loarelloù[1].
- ◆ En ur c'hoskoriad arall
Abaoe 1995 ez eus bet kavet 5 333 flanenedenn e 3 932 goskoriad en diavaez da goskoriad an Heol[2] ; setu amañ termenadur hevelep korfoù-egor hervez an IUA.
- 1. "Planedennoù" a reer eus korfoù-egor dezho ur gwir dolz bihanoc'h eget an hini a zo ret evit ma c'hoarvezfe uniadur termonukleel an deuteriom, a gelc'htro tro-dro da stered, da gorrennoù gell pe zilerc'hioù steredel, hag a zo feur o zolz e-keñver ar c'horf kreiz bihanoc'h eget ≈ 1/25, penaos bennak e vefent bet stummet. Heñvel ouzh an hini a vez implijet e koskoriad hon Heol eo ar vent vihanañ evit ma vefe lakaet ur c'horf-egor nann-heolel da blanedenn.
- 2. "Korrennoù gell" a reer eus korfoù-egor bihanoc'h eget an Heol o gwir dolz bihanoc'h eget an hini a zo ret evit ma c'hoarvezfe uniadur termonukleel an deuteriom, penaos bennak e vefent bet stummet pe forzh pelec'h bennak e vefent.
- 3. Ne reer ket "planedennoù" eus korfoù-egor dizalc'h e druilhadoù stered o zolz bihanoc'h eget an hini a zo ret evit ma c'hoarvezfe uniadur termonukleel an deuteriom, "is-korrennoù gell" a reer anezho (pe forzh pe anv hag a zere ar gwellañ)[3].
En doare-se ez eus 8 planedenn en-dro d’an Heol (en urzh, adalek an Heol) : Merc'her, Gwener, an Douar, Meurzh, Yaou, Sadorn, Ouran, Neizhan.
Dirummet eo bet eta Ploudon hag a zeu da vezañ ur gorrblanedenn, ur rummad korfoù-oabl all[1] ; 134340 Pluto eo hec'h anv abaoe 2006[4].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) 'International Astronomical Union'. Kavet : 16/03/2023.
- ↑ (en) 'The Extrasolar Planets Encyclopaedia'. Kavet : 16/03/2023.
- ↑ (en) 'International Astronomical Union'. Kavet : 16/03/2023.
- ↑ (en) 'NASA'. Kavet : 16/03/2023.