Pladenn-weuz
Ur bladenn-weuz zo un doare toullgorferezh. Toullet e vez ar weuz, peurliesañ an hini izelañ met a-wezhoù ivez an hini uhelañ pe c'hoaz'h o-div war un dro, evit plantañ enni ur bladenn, great gant koad pe pri. Tamm-ha-tamm e vez astennet e vez an toull evit gallout implijout pladennoù brasoc'h-brasañ bewezh. Un doare labret astennet eo neuze.
Implijet e vez pladennoù-gweuz gant meuriadoù resis eus Afrika hag eus Suamerika ha Norzhamerika.
Pladennoù-gweuz hengounel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Afrika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-wechoù en Afrika e vez tennet an daou pe pevar dant izelañ eus dirak war un dro.
Gwechall e krede an dud e skeudenne brasder ar bladenn pe renk kevredigezhel pe ekonomikel a oa d'an den en e veuriad. Hiziv avat e kreder e tenn kentoc'h brasder ar bladenn da begen bras eo deuet an toull da vezañ evit gallout he flantañ e-barzh.
- Ar bobl sara (Tchad): betek ar bloavezhioù 1920 ec'h implije ar maouezed pladennoù plantet er weuz uhelañ;
- Ar bobl makonde (Tanzania ha Mozambik): betek nevezig 'zo e veze gwisket pladennoù er weuz uhelañ;
- Ar pobloù sourma ha moursi (Etiopia): hervez an hengoun e vez toullet gweuz ar bried gant he c'henmeuriadezed etre 6 ha 12 miz a-raok dimeziñ, ha hi etre 15 ha 16 vloaz. War a seblant avat, hiziv e tibab ar merc'hed etre 13 ha 16 vloaz toullañ o gweuz evit plantañ ur bladenn enni pe get[1].
- Ar pobloù nouba (Soudan) ha lobi (Ghana, Burkina Faso hag Aod an Olifant): toullet e vez an diweuz evit plantañ enne stouvoù kentoc'h evit kant plaen.
En Amerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Suamerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Suamerika e vez graet ar pladennoù gant koad skañv hogozik atav.
E meuriadoù 'zo eus Amazonia e vez toullet o weuz d'ar baotred pa guitaont bed ar maouezed ha mont da chom e ti ar wazed[2],[3] Bez' e c'hell bezañ liammet ar pladennoù-gweuz ouzh ar gomz hag ar c'han, ha gwisket e vez pladennoù bras gant ar gadourion pe ar brezegerion veur, evel da skouer Raoni[4] eus ar bobl kayapo.
- Ar bobl suyá (Brazil): gwezhall e veze gwisket pladnnoù gant ar wazed. Bremañ ne ra ket gante an darn vrasañ dioute avat;
- Ar bobl botocudo (Brazil): er c'hantvedoù tremenet e veze implijet pladennoù-gweuz koulz gant ar wazed ha gant ar maouezed.
- Ar bobl zo'e (Brazil): gwisket e vez pladennoù-gweuz gant ar bobl a-bezh, koulz ar wazed hag ar maouezed. Stumm ur stouv a zo dezhañ avat kentoc'h evit ur c'hant plaen.
Norzhamerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Norzhamerika e veze gwisket pladennoù-gweuz gnt maouezed eus ar pobloù haida, tsimshian ha tlingit evit diswel e oa prest ur vaouez da eurediñ. Lidet e veze staliadur ar bladenn gentañ gant ur ouel vras[5].
Pladennoù-gweuz a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe un toullad bloavezioù e vez gwisket pladennoù-gweuz e broioù ar C'hornôg (Europa, Norzhamerika...) ivez.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Mursi Online, David Turton's site
- ↑ https://web.archive.org/web/20080131112518/http://www.socioambiental.org/pib/epienglish/suya/orn.shtm
- ↑ Anthony Seeger: "The meaning of body ornaments: a Suya example," Ethnology 14(3) pp 211-224, 1975.
- ↑ Raoni - Le combat d'un chef Indien d'Amazonie
- ↑ Aldona Jonaitis: "Women, Marriage, Mouths and Feasting: the symbolism of Tlingit labrets", pp 191-205 of Arnold Rubin (ed): "Marks of Civilization". Museum of Cultural History, UCLA, 1988.
Pennadoù kar:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|