Mont d’an endalc’had

Pierre Cambronne

Eus Wikipedia
Pierre Cambronne
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
LealdedKentañ Republik c'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPierre Cambronne Kemmañ
Anv-bihanPierre Kemmañ
Anv-familhCambronne Kemmañ
Titl noblañsbaron Kemmañ
Deiziad ganedigezh26 Kzu 1770 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNaoned Kemmañ
Deiziad ar marv29 Gen 1842 Kemmañ
Lec'h ar marvNaoned Kemmañ
Lec'h douaridigezhMiséricorde cemetery Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michermilour, politiker Kemmañ
Tachenn labourBrezelioù Napoleon Kemmañ
KargPeer of France, Q65521982 Kemmañ
Grad miloureljeneral divizion, jeneral Kemmañ
BrezelBrezelioù an Dispac'h Gall, Brezelioù Napoleon Kemmañ
Skour luTirlu gall Kemmañ
Diellaouet gantServij istorel an Difenn Kemmañ
Prizioù resevetGrand Officer of the Legion of Honour, names inscribed under the Arc de Triomphe Kemmañ

Ar beskont Pierre Jacques Étienne Cambronne, bet ganet d'ar 26 a viz Kerzu 1770 e Naoned hag aet d'an Anaon d'an 29 a viz Genver 1842 er memes kêr, a oa ur jeneral en Impalaeriezh C'hall Kentañ.

E dad, Pierre Charles Cambronne (1738-1784), a oa dimezet da Françoise-Adélaïde Druon, merc'h da Charles Druon, kuzulier ar roue, eus Noyon.

An tad-kozh, Louis-Marie Cambronne (1710-), kuzulier ar roue, a oa dimezet gant Marie-Antoinette (Anne) Reneuf.

Orinoù ar familh a zo da glask en Oise, e Cambronne-lès-Ribécourt (Compiègne, Ribécourt), er Grennamzer, penn kanton un domani aotrouniel ramzel.

Lakaet da vezañ kenwerzhour, kavout a ra gwell enrolañ e miz Gwengolo 1791, e kompagnunezh grenadennerien ar 1añ batailhon emouestlidi naonedat. Ar vatailhon a vez kaset da stourm e Vendée ha goude-se Saint-Domingue. Cambrone a vez dindan urzhioù Dumouriez e Belgia. E-pad an Eil chouanerezh, kemer a ra perzh en emgann Kilberen. Kalonek eo, buan e dizh ar renk a gabiten. Ur wech ar peoc'h e Vendée, bourzhiad eo evit ergerzhadeg Iwerzhon dindan urzhioù Hoche e 1796.