Pennoù Skoulm

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pennoù skoulm)

Pennoù Skoulm a zo ur strollad sonerien vreizhat, krouet e 1982. Pemp den a c'hoari er strollad-se.

Un tamm istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet ar strollad Pennoù Skoulm e 1982, gant kenwallerezh ar strolladoù Kornog hag Gwerz. Kentañ enrolladenn Pennoù Skoulm a zo bet graet e miz Du 1989, lakaet e oa bet e stumm ur c'hasedig, hag e 1994 eo bet advesket war ur bladenn mui tammoù muioc'h, gant Jacky Molard. Kalz a sonerien o deus kemeret perzh er strollad-se, da skouer evel Soaig Siberil a zo chomet bloavezioù a-raok leuskel e blas da Nicolas Quémener ha Patrick Molard.

Pennoù Skoulm a zo aet un tammig e pep lec'h en Europa hag ivez e SUA, d'ober sonadegoù pe festoù-noz. Sikouret en deus kalz 'barzh bed ar sonerezh breizhat.

Pennoù Skoulm en deus lakaet embann div bladenn evit ar poent. An hini gentañ a zo anvet «Fest-noz» aet eo maez d'an 20 a viz Here 1994 hag an eil anvet «Trikan» aet maez d'an d'an 2 a viz Meurzh 2009.

Mo peus c'hoant «Pennoù Skoulm » en deus ul lec'hien "MySpace Music".