Penniliz Sant-Pêr
Penniliz Sant-Pêr (e latin Basilica Sancti Petri), San Pietro in Vaticano en italianeg (Sant-Pêr er Vatikan), eo savadur pennañ ar gatoligiezh. E Keoded ar Vatikan emañ, war ribl dehoù an Tiber. Soñjet ha savet dreist-holl gant Donato Bramante, Michelangelo, Carlo Maderno ha Gian Lorenzo Bernini, Penniliz Sant-Pêr a zo ar savadur brudetañ eus marevezh an azginivelezh hag ar brashañ iliz dre ar bed-holl. Hervez an hengoun katolik, Penniliz Sant-Pêr a zo lec'h bez Sant Pêr, penn abostoled Jezuz-Krist ha kentañ eskob Roma. A hervez e vefe bez Sant Pêr dres a-zindan peul pennañ ar penniliz. Dre-se, meur a bab a zo bet beziet e Penniliz Sant-Pêr abaoe deroù ar gristeniezh, ha bez e oa bet eus un iliz war al lec'h abaoe mare an impalaer roman Kustentin Iañ. Penn kentañ al labourioù war ar savadur, evit erlec'hiañ an iliz kozh savet e 400, a oa bet kroget d'an 18 a viz Ebrel 1506. Echuet e oa bet al labourioù d'an 18 a viz Du 1626.
Penniliz Sant-Pêr a zo brudet mat dre ma z'eo ul lec'h piric'hinañ kement hag ul lec'h oferenniñ. Eno e vez ingal ar pab o seveniñ oferennoù ha lidoù relijiel e-pad ar bloaz (oferenn Nedeleg, hini Pask...). Desachet e vez etre 15 000 betek 80 000 a dud, kement dirak ar benniliz evit war ar blasenn Sant Pêr.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An iliz diazez
Iliz kozh Sant Pêr a oa unan eus ar IVe kantved kroget da vezañ savet gant an impalaer roman Kustentin Iañ etre 319 ha 333.