Mont d’an endalc’had

Patrice Marquand

Eus Wikipedia

Patrice Marquand zo ur skrivagner hag un troour brezhonek genidik eus Burgundi, ezel eus ar Société française des traducteurs. Savet en deus an embregerezh treiñ Eog. Savet en deus un nebeud skridoù brezhonek diwar-benn Danvez Breizh ha danevelloù lennegel ivez.

Desavet eo bet e Burgundi. E 1987 e tapas un diplom e skol-veur Grenoble war deknologiezh an tommerezh hag an energiezh. E 1989 e labouras evel rener labourioù er sevel tiez (speurennoù ha falsselioù) en Enez-Frañs hag e sevenas labourioù e Roazhon erfin.

E 2000 ec'h eas da chom nepell diouzh Roazhon ha pa oa sod gant ar sevenadur keltiek e teskas brezhoneg dre gentelioù Skol an Emsav, dre stajoù ha dre ur stummadur hir gant Stumdi a-raok mont da dapout un aotreegezh hag ur master er Greizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek.

Soutenet en doa un dezenn e 2012 dirak Skol-veur Roazhon 2 diwar-benn An darempredoù a sevenadur etre Breizh hag Akitania er Grennamzer[1].

Eus 2013 da 2017 ez eo bet kenurzhier war ar sevenadur hag an touristerezh en Oaled Landelo[2]. E 2017 e savas un embregerezh hiniennel anvet « Eog » evit kinnig troidigezhioù brezhonek d’an embregerezhioù ha da aozadurioù a bep seurt. Kroget eo da sevel skridoù istorel ha lennegel e brezhoneg, danevelloù dreist-holl.

E Speied emañ o chom.

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Danevelloù
  • War roudoù hol lennegezh kollet. Al Liamm, niv. 463, Meurzh-Ebrel 2024. Danevell war dodenn kest an testennoù brezhonek kollet.
  • E kambr ar skrivagner. Al Liamm, niv. 464, Mae-Even 2024.
Studiadennoù
Troidigezh

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Atersadenn gant Ya!, niv. 1005, 10 Gwengolo 2024 : Un emgav gant Patrice Marquand.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. War al lennegezh okitanek ez eo ur mailh ivezh.
  2. Gwelit e curriculum vitae da bellgargañ diwar e lec’hienn vicherel.