Mont d’an endalc’had

Partit Socialista d'Alliberament Nacional

Eus Wikipedia
Partit Socialista d'Alliberament Nacional dels Països Catalans
political party in Catalonia
Rann eusBloc d'Esquerra d'Alliberament Nacional, Moviment de Defensa de la Terra, Catalunya Lliure, Catalan Solidarity for Independence Kemmañ
Deiziad krouiñMeurzh 1969 Kemmañ
Organ kelaouiñLluita Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Luskad politikelTu-kleiz Kemmañ
Ideologiezh politikelCatalan pro-independence movement, sokialouriezh, Marksouriezh, Pan-Catalanism Kemmañ
Youth wingJoventuts Revolucionàries Catalanes, Joventuts Socialistes d'Alliberament Nacional dels Països Catalans Kemmañ
Sez sokialValència Kemmañ
Deiziad divodañ20 Her 2015 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.psan.cat Kemmañ
Separated fromFront Nacional de Catalunya Kemmañ

El Partit Socialista d'Alliberament Nacional (PSAN) ("Strollad Sokialour evit an Dieubidigezh Vroadel") a oa ur strollad disrannour katalan awenet gant tezennoù ar gomunouriezh.

Krouet e oa bet e 1968 diwar ur strolladig tud em em disrannet diouzh tu-kleiz Talbenn Broadel Katalonia Front Nacional de Catalunya evit sevel ur strollad disrannour dispac'hel hervez tezennoù ar varksouriezh-leninouriezh.

Er penn-kentañ e oa bet staliet e Kumuniezh Emren Katalonia da nemetken gentañ, met da c'houde en em stalias ivez e Katalonia an Norzh (miz Gwengolo 1971), e Valencia (miz Mezheven 1974) hag en Inizi Balear (miz C'hwevrer 1976).

E miz Meurzh 1973 ec'h eas kuit tud eus ar rann pellañ ha krouet gante PSAN-provisional e 1974.

E 1976 e tisklêrias ez-ofisiel e oa deuet da vezañ ur strollad komunour, aozet hervez al leninouriezh rik.

E 1977 ec'h eas kuit ar rann vroadelour-marskour kerreizh.

Da geñver mouezhiadegoù ar Stad e 1979 e oa bet savet ul listenn unvan a-gevret gant ur re dud distrollad ha gant Bloc Català de Treballadors (BCT, "Bloc'had labouerion Katalonia"), e framm el Bloc d'Esquerra d'Alliberament Nacional (BEAN, "Bloc'had an Tu-Kleiz evit an Dishualded Broadel").

Kuitaat a reas kengevredad BEAN e 1980 hag en em disrannas a reas ar strollad adarre o vont kuit meur a hini eus an izili disrannet-se da grouiñ Nacionalistes d'Esquerra ("Broadelourion an Tu-kleiz") ha Entesa Nacionalista ("Kenemglev Broadelour") ha da c'houde oc'h en em ezelañ ouzh Esquerra Republicana de Catalunya ("Tu-kleiz Republikan Katalonia").

E 1983 e teuas ar PSAN da vezañ e penn eus ar Moviment de Defensa de la Terra (MDT, "Luskad evit Difenn an Tir") krouet e 1984 p'en em unanas gant Independentistes dels Països Catalans (IPC, "Disrannourion ar Broioù Katalanek), savet d'o zro diwar ar PSAN-Provisional.

E miz Kerzu 1987 en em unanas Yaouankizoù ar PSAN gant Joves del Front Patriòtic Català ("Yaouankizoù Talbenn Brogarour Katalonia") ha diwar an emglev-se e oa bet krouet ar Maulets e 1988.

E miz Ebrel 1989 Terra Lliure ("Tir Dieub") a ginnigas ul listenn unvan da geñver mouezhiadegoù Europa anvet Catalunya Lliure ("Katalonia Dieub") ha sevel a reas a-du gant al listenn-se ar PSAN, ar MDT hag ar Maulets.

En em divodañ a reas ar Moviment de Defensa de la Terra e miz Eost 1989 evit reiñ plas da g-Catalunya Lliure. Kenderc'hel a reas ar PSAN da ren war an aozadur-se betek diwezh 1996.

Embann a rae ar gelaouenn Lluita ("Stourm").

E 2015, hag adarre e 2016, en doa embannet ar PSAN e lakae fin d'e obererezh evel strollad politikel<ref«El PSAN anuncia l’aturada de les activitats públiques» Vilaweb.cat, 20-10-2015</ref>,[1]

  1. «El PSAN a les Illes» Vilaweb.cat, 05-01-2017

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]