Front Nacional de Catalunya

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Arouezenn FNC

Ar Front Nacional de Catalunya ("Talbenn Broadel Katalonia") a oa ur strollad broadelour krouet e Pariz e 1940 gant Katalaniz en harlu, en o zouez izili eus Nosaltres Sols! hag ar FENEC.

Er penn-kentañ e krede da izili ar strollad e teuje armeoù broioù ar gevredidi da sikour Katalonia a-benn diskar gouarnamant Franco.

Ur rann vilourel en doa an talbenn gant Jaume Martínez Vendrell en he fenn hag a dalveze, hervez an talbenn, da arme Katalonia o stourm a-enep an alouberion.

War-lerc'h e savas a-du meur a ezel eus an Talbenn gant strolladoù all hag a groge da zont war-wel, dreist-holl Arme Pobl Katalonia (Exèrcit Popular Català pe EPOCA ha Talbenn evit Dieubidigezh Katalonia (FAC) bet levezonet gant ar varskouriezh-leninouriezh.

E 1968 en em zisrannas ur strolladig tud ha krouet gante da heul unan eus ar rannoù a ziazezas PSAN. Sevel a reas Talbenn Broadel Katalonia a-du gant FAC met en em zivodañ a reas ez-ofisiel e 1982.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]