Exèrcit Popular Català

Eus Wikipedia

Un aozadur broadelour katalanek armet e oa Exèrcit Popular Català (EPOCA) ("Arme Pobl Katalonia"), bet krouet etre 1970 ha 1971 gant izili eus Front Nacional de Catalunya ("Talbenn Vroadel Katalonia") dreist-holl, gantañ da bal stourm evit an dishualded vroadel.

Jaume Martínez Vendrell, e penn eus rann vilourel Front Nacional de Catalunya, a oa bet karget da gas war-raok ur stummadur milourel evit an 50 ezel eus EPOCA.

Daoust ha ma ne oa en EOPCA nemet un 50 den bennak, stummet evit implijout an armoù, e oa un 200 a dud all prest d'o sikour.

Kreñv a-walc'h e teuas da vezañ EPOCA d'ar mare-se, kreñvoc'h c'hoazh evit Euskadi Ta Askatasuna (ETA) d'ar hevelep koulz.

Divodet e oa bet EPOCA e 1979 ha krouet e oa bet gant meur a ez-ezel Terra Lliure.