Mont d’an endalc’had

Front d’Alliberament de Catalunya

Eus Wikipedia

Front d’Alliberament de Catalunya (FAC) ("Talbenn evit Dieubidigezh Katalonia"), krouet e 1969, a oa ar c'hentañ strollad broadelour armet hag a zifenne tezennoù ar varksouriezh-leninouriezh er Broioù Katalanek.

Krouet e oa bet dre unaniñ disrannourion a-gozh bet izili eus Consell Nacional Català (CNC, "Kuzul Broadel Katalonia") gant disrannourion yaouank bet stummet e Joventuts Obreres d’Estat Català ("Yaouankizoù Micherour Stad Katalonia")

Er pen-kentañ ne raent nemet skrivañ luganoù ouzh ar mogerioù, met tamm-ha-tamm e krogas ar re yaouankañ da verniañ danvez-tarzh hag armoù. Reiñ a reas FAC muioc'h a blas d'an ober fetis kentoc'h evit d'an ideologiezh pe d'ar strategiezh. Klask e rejont sevel strolloùigoù armet un tammig e pep lec'h evit lakaat pobl Katalonia he he fezh da difenn dishualded ar vro dre un emsav armet a-benn ar fin.

Evit a sell ouzh o c'hredennoù ideologel e kave da FAC e ranke bezañ unanet ar stourm broadel hag ar stourm sokial ha difenn a raent ivez unvanidigezh an holl vroioù katalanek daoust ma ne oa staliet hag oberiant an aozadur nemet e Priñselezh Katalonia.

Etre 1969 ha 1972 e oa bet kaset da benn gante ur c'hant gwalldaol bennak, dreist-holl a-enp da savadurioù tost ouzh renad Franco, en ur glask chom hep lazhañ den ebet.

Da geñver o Emvod-Meur e 1973 e oa bet kemmet FAC penn-da-benn, rak divizet e oa bet leuskel a-drek an doare talbenn politikel ledan evit dont da vezañ ur strollad marksour-leninour levezonet -don gant ar vaoouriezh tost ouzh Partit Comunista de Catalunya (PCC, "Strollad komunour Katalonia").

Embann a reas ur gelaouenn anvet Catalunya Roja ("Katalonia Ruz").

E 1976 e oa bet krouet Moviment Revolucionari de Catalunya (MRC, "Luskad Dispac'hel Katalonia") evit talvezout da skourr bolitikel d'ar strollad armet.

Mont a reas FAC da get e 1977 ur wezh skarzhet renad Franco ha un nebeud mizioù war-lerc'h e oa bet divodet MRC da heul.