Catalunya Lliure

Eus Wikipedia

Catalunya Lliure ("Katalonia Dieub") a oa ur c'hengevredad disrannour katalanek krouet e 1989 pa oa bet unanet MDT-PSAN ha Front Nacional de Catalunya ("Talbenn Vroadel Katalonia") da geñver mouezhiadegoù Europa, bet tapet 19.586 a votoù gante.

E miz Kerzu 1989 e teuas da vezañ ur strollad rik hag e 1991 ec'h eas kuit ul lodenn eus an izili evit en em ezelañ ouzh ERC ha divodet e oa bet ar strollad bloaz war-lerc'h.