Nacionalistes d'Esquerra

Eus Wikipedia

Nacionalistes d'Esquerra ("Broadelourion eus an Tu-Kleiz") a oa oanv ur c'hengevredad bet savet da geñver ar mouezhiadegoù gant disrannourion gatalan (ur rann eus ar PSAN, Bandera Roja, h.a.).

Ne oa bet tapet gante sez ebet e Parlamant Katalonia p'en em ginnigas evit ar wezh kentañ e 1980 o vezañ ma oa ur strollad disrannour all, ar Bloc'had an Tu-kleiz evit an Dishualded Broadel (BEAN, Bloc d'Esquerra d'Alliberament Nacional), war ar stern ivez d'ar c'houlz-se.

E 1984 e voe savet ul listenn gante o-unan evit ar wezh diwezhañ met ne voe tapet sez ebet adarre.

E 1985 en em unanas gant Kenemglev Broadelourion an Tu-kleiz (Entesa dels Nacionalistes d'Esquerra) hag un nebeud tud aet kuit nevez zo eus ERC met sevel a reas ur rann eus ar strollad a-enep an unvaniezh-se ha sevel a rejont Luskad an Tu-Kleiz Broadelour (Moviment d'Esquerra Nacionalista).