Bloc d'Esquerra d'Alliberament Nacional

Eus Wikipedia

{{DISPLAYTITLE:Bloc d'esquerra d'alliberament nacional

Skritell e 1980

Ar Bloc d'esquerra d'alliberament nacional (BEAN) ("Bloc'had an Tu-Kleiz evit an Dishualded Vroadel") a oa ur c'hengevredad bet savet er bloavezh 1979 da-geñver ar mouezhiadegoù gant disrannerien gatalanek gant Lluís Maria Xirinacs, ar Partit Socialista d'Alliberament Nacional (PSAN) hag Bloc Català de Treballadors (BCT).

Ar strollad katalanek disrannour kentañ an hini e oa, ha kaset en doa un dileuriad da Barlamant Spagn e 1979 hag en doa bet muioc'h evit 50,000 vot.

Da c'houde e kuitaas ar PSAN ar c'hengevredad ha dont neuze ar BEAN da vezañ ur strollad politikel.

Savet e oa bet un disklêriadur unvan etre BEAN hag ar Nacionalistes d'Esquerra da-geñver ar vouezhiadeg demokratel kentañ dalc'het e 1980 met a-benn ar fin e oa bet kinniget bep a listenn ganto met n'o doa ket gellet kaout dileuriad ebet.

En em divodañ a reas ar BEAN e 1982.