Entesa dels Nacionalistes d'Esquerra

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

L'Entesa dels Nacionalistes d'Esquerra (ENE) ("Kenemglev Broadelourion an Tu-kleiz") a oa ur strollad broadelour katalanek eus an tu-kleiz bet krouet e 1985 dreist-holl gant izili eus Nacionalistes d'Esquerra ("Broadelourion an Tu-kleiz"), rannoù zo eus Esquerra Republicana de Catalunya (ERC, "Tu-kleiz Republikan Katalonia") ha tud all.

En em ginnig a reas a-greved gant ar Partit Socialista Unificat de Catalunya (PSUC, "Strollad Sokialour Unvan Katalonia") ha Partit dels Comunistes de Catalunya (PCC, "Strollad Koumourion Katalonia") evit dilennadegoù Stad Spagn e 1986 gant al listenn unvan anvet Unió de l'Esquerra Catalana ("Unvaniezh Tu-kleiz Katalonia"). Diwar an c'henemglev dilennadegel-se e savas da c'houde ar c'hevread strolladoù Iniciativa per Catalunya e miz C'hwevrer 1987.

Er bloavezioù 1987 ha 1989 e savas ul listenn e Katalonia da geñver mouezhiadegoù Europa e framm ar c'hengevredad stadel "Esquerra dels Pobles" ("Tu-kleiz ar Pobloù") gant Euskadiko Eskerra en e benn met ne oa ket bet tizhet gantañ un disoc'h dereat.

Evel ur strollad enbarzhiet e d'Iniciativa per Catalunya e kasas ENE un dileuriad da Barlamant Katalonia, Magda Oranich, met kemmañ a reas war-lerc'h pa deuas da vezañ ezel eus Convergència Democràtica de Catalunya ("Kengerc'h Demokratel Katalonia"), hag un dileuriad all, Joan Armet, da Barlamant Spagn.

Adalek 1986 e krogas da vont kuit meur a ezel evit en em ezelañ ouzh ERC, en o zouez Carod-Rovira.

N'eo ket bet divodet ar strollad ez-ofisiel hag sañset e kndalc'hfe da vezañ unan eus ar strolladoù e-barzh ar c'hevread strolladoù Iniciativa per Catalunya Verds.