Paou

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar ger latin pagus (el liester pagi), deuet da vezañ « pays » e galleg ha paou e brezhoneg (paouioù/peier el liester), a dalveze da envel ur vroig pe ur rannvro d'ar c'houlz galian-ha-roman. Ur pevar c’hant bennak a vije bet anezhe e Galia, hervez an istorourien. Gwechall e oa paouioù dre Vreizh. Tri faou a oa e Treger, da skouer. E Bro-Dreger e komzer eus "Paou C’hastell", "Paou ar Yeoded" pe ar Geoded ha "Paou Treger". E-kichen, a bep tu, emañ Paou Daoudour-Leon, en tu all da Vontroulez, ha Paou Goueloù en tu-hont d’an Trev pe d'al Leñv.

Sañset e vije bet ar paouioù-se kement ha rannoù bihanoc’h eus ur geoded (Ar Yeoded e Plourec'h) pe ur « civitas » e latin. Er grennamzer e talveze kement hag ur c’hanton, pe ul lodenn eus ur gontelezh. Bet int bet evelkent broioù melestradurel e-barzh ur rouantelezh vrasoc’h. Pep paou a c’hall bezañ rannet e meur a bPlou, ar parrezioù a oa gwechall, ha goude e trevioù, hag e Lannoù.

Gallout a ra ar pagus bezañ rannet ivez e meur a rannvroig all anvet « centana », moarvat « cantref » pe «  kant trev » Kembreiz, deuet da vezañ diwezhatoc’h « kontrev », distaget « kontre » e brezhoneg. Hañval eo ar ger-mañ ouzh « contrée » ar galleg, met nend eo moarvat nemet un degouezh hepken. Bihanoc’h c’hoazh ez eus lodennoù anvet « vicaria » hag ivez « banum » gant ar C'halianed-ha-Romaned. Aze e komprener e voe degemeret evel-just an aozadur roman-se anvet pagus pe baou gant ar Vretoned hag azasaet diouzh o aozadur bro.

Etre ar 6vet hag an 10vet kantved

Roll Paouioù anavezet e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre ar 6vet hag an 10vet kantved

Rouantelezh Domnonea

  • 1 Ac’h (Achm)
  • 2 Kemenet Ili
  • 3 Daoudour-Leon
  • 4 Kastell
  • 5 Ar Yeoded
  • 6 Treger
  • 7 Goueloù
  • 8 Penteür
  • 9 Daoudour
  • 10 Rakter (= reter)
  • 11 Alet
  • 12 Ar Faou
  • 13 Kaer (Paou C’haer / Poc'hêr)
  • 14 Kintin
  • 15 Tre-C’hoed (Porc'hoed)

Rouantelezh Kernev

  • 16 Porzhe
  • 17 Kemper
  • 18 Kab (Sizun)
  • 19 Kab Kaval (Penn Marc’h)
  • 20 Konk
  • 21 Karnoed
  • 22 Kemened Gwegant

Rouantelezh Bro-Ereg

  • 23 Kemened Heboe
  • 24 Belz
  • 25 Reuuisi (Rewiz)
  • 26 Gwened

Kontelezh Roazhon

  • 27 Roazhon

Kontelezh Naoned

  • 28 Naoned

A-wechoù e tiskouez ar pagus bezañ ar vro a zo rik en-dro d’ur gêr a zo pennkêr ur rannvro, da lavarout eo, e vez implijet ar ger-mañ evit komz eus ar gêr hag ar rannvro pe ganton war un dro.

E Treger hag e lec’h all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Paou ar C’hastell pe bPaouc'hastell, a oa ar vro a oa etre Montroulez ha Lannuon, Treger-Izel anvet dre fazi « Petit Trégor », ar vro a oa e gwirionez en-dro da Lanveur bet kêr-benn Domnonea, ur vro ledet a-hed da Vor Breizh en hanternoz da Vreizh-Vihan. Paou ar Geoded pe Paou ar Yeoded a oa ar vro a oa stag ouzh ar Yeoded e-kichen Lannuon, kêr-benn ar vro hag eskopti en amzer-se. Paou Treger, dre-vras ar vro anvet en deiz a hiziv Treger-Vras, a oa ar vro a oa en-dro da Landreger.

A bep tu da Vro-Dreger e oa pep a vroig, unan diouzh tu ar c’hornôg anvet Paou Daoudour-Leon, ar vro a oa en-dro d’ar gêr-benn arme a Gastell-Paol. Eno e oa ul lejion roman (Leon a zo stumm brezhoneg ar ger lejion) hag un eskopti ivez, hag unan all diouzh tu ar reter, Paou Goueloù, deuet da vezañ Kontelezh Goueloù goude-se.

Orin ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit a sell ouzh ar ger « pagus » ez eo deuet da vezañ « paou » e brezhoneg, ha « paouioù » pe «peier» el liester. Dre skiant an « etimologïezh » ec’h ouvezer ez int e gwirionez ar memes ger. Ur ger all, hañval a-walc’h, a zo c’hoarvezet an dra-se gantañ ivez. « Fagus » an hini eo, ar wezenn « faou », distaget « fo / vo » e Treger.

Un anv-lec’h boutin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chomet ez eus roudoù eus ar ger paou-se en anvioù-lec’h dre ar vro. Sell amañ un toullad anezhe : Paou Banaleg (29), ar Paou e Plaeraneg (22), e Beg an Arc'houest e Bro-Oueloù, e-lec’h ma ‘z eus un dachenn gampiñ en deiz a hiziv, Milin ar Paou e Gwelegouarc'h (29), e traouienn ar Skorf dindan Bro-Bourlet, ul lec’h e-lec’h ez eus bet ur bern milinoù gwechall. Bez’ ez eus ivez ur Paou all e-kostez Karnag (56). Kerampaou a zo ur gêriadenn e Mêlwenn (56), hag e Tregon (29). Holl e seblantont bezañ bet lec’hioù war ar vevenn etre daou baou pe gentoc’h menaj kentañ ur paou bennaket.