Olympia (film 1938)
Olympia | |
Filmdata | |
---|---|
Titl orin : | Olympia |
Bro produiñ : | Alamagn nazi |
Deuet er-maez : | 20 a viz Ebrel 1938 en Alamagn nazi |
Yezh orin : | alamaneg |
Padelezh (PAL-DVD) : | 126 (lodenn I), 100 (lodenn II) munutenn |
Skigner : | Tobis, Müller, Taurus (video) |
Pare | |
Filmaozer : | Leni Riefenstahl |
Produer : | Leni Riefenstahl |
Skrivagner : | Leni Riefenstahl |
Sonerezh : | Herbert Windt, Walter Gronostay |
Frammer : | Leni Riefenstahl |
kemmañ ![]() |
Olympia a zo un teulfilm e div lodenn (Fest der Völker, alamaneg a dalvez Gouel ar Pobloù ha Fest der Schönheit, Gouel ar vraventez) sevenet e 1936 gant Leni Riefenstahl da-geñver C'hoarioù olimpek 1936 e Berlin. Deuet eo er-maez d'an 20 a viz Ebrel 1938. Tri stumm disheñvel eus ar film a zo : alamanek, saoznek ha gallek. Disheñvel eo an treiñ enno. Riefenstahl a zegasas kemmoù er film goude ma vije deuet er-maez, sed perak ez eus meur a stumm anezhañ. E 2003 e voe adprenet ar gwirioù war ar film gant ar C'huzul Olimpek etrebroadel. E 2005 e voe lakaet e-touez ar 100 film gwellañ bet sevenet gant skipailh Time.com[1].
Orin ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hitler eo a c'houlennas gant Riefenstahl seveniñ ar film. Goulenn a reas houmañ ma vije roet kalz argant dezhi. 1,8 milion a Reichsmarkoù a oa boujedenn ar film. Ouzhpenn 300 den a reas war-dro ar film, 40 paotr ar c'hamera en o zouez. Paeet e eo voe pep tra gant an Trede Reich. Meur a viz a-raok ar C'hoarioù Olimpek e krogas ar skipailh da labourat a-benn pleustriñ war teknikoù filmañ nevez pe staliañ roudennoù travelling tost d'ar roudennoù atleterezh.
Ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Div lodenn a ya d'ober ar film : Fest der Völker (Gouel ar pobloù) ha Fest der Schönheit (Gouel ar vraventez). Pemzek miz e padas ar frammañ. Riefenstahl ne zalc'has nemet 10% eus ar pezh he doa filmet, diskouez kened ar c'horfoù eo a felle dezhi ober. Implijout a reas teknik ar filmañ war-grec'h da greskiñ korfoù ar sportourien. He doare da filmañ skeudennoù-fiñv ha da implijout an travelling a oa nevez d'ar mare-se, ha dont a rejont da vezañ teknikoù diazez ar filmañ kenstrivadegoù sportoù.
Skignañ ha degemer ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'an 20 a viz Ebrel 1938 e voe skignet ar film evit ar wech kentañ, da-geñver deiz-ha-bloaz ar Führer. Plijet-bras e voe Goebbels gant labour Riefenstahl ha divizout a reas reiñ 100 000 Reichsmark dezhi, ouzhpenn an 250 000 RM he doa bet a-raok.
Roet e voe meur a briz d'ar film : Deutschen Filmpreis 1937/38, priz Polar-Preis 1938 e Sveden, ur vedalenn aour gant ar C'huzul olimpek etrebroadel e 1938 hag un diplom olimpek e 1948 e Festival Lausanne. Hag ivez Kib Mussolini da-geñver Festival Venezia, diwar goulenn Benito Mussolini padal e torte izili ar juri etre Olympia ha Gone With the Wind.
Da-heul darvoudoù 1939 e voe berzhet filmoù Riefenstahl gant tud Hollywood.
Goude an Eil Brezel-bed e voe gwelet evel unan eus filmoù propaganda an Trede Reich. E dibenn an 20vet kantved e kemmas soñj an dud warnañ, evel ma reas Jonas Mekas. E 1974 e skrivas Mekas : « Ha sed an dra diwezhañ a embannan a-zivout filmoù Riefenstahl : idealourien a gavo idealouriezh ennañ ; m'ho peus ur sell klasel ez eo klaselezh a gavit ennañ, ; ma'z oc'h nazi ez eo naziegezh a gavit ennañ. »[2]. Ken abred hag e miz Gwengolo 1965 e voe aterset Riefenstahl e Les Cahiers du cinéma.
En hec'h eñvorennoù e skrivas Riefenstahl précise : « Filmet em eus Olympia evel ul lid d'an holl atletourien, hag a-enep damkanadenn trec'h ar ouenn arian »[3].
Da lenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mackenzie, Michael, “From Athens to Berlin: The 1936 Olympics and Leni Riefenstahl’s Olympia,” in: Critical Inquiry, Vol. 29 (Goañv 2003)
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Olympia 1. Teil - Fest der Völker en IMDB saoznek
- Olympia 2. Teil - Fest der Schönheit en IMDB saoznek
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ All-Time 100 Movies lec'hienn Time magazine
- ↑ Fascinating Fascism gant Susan Sontag e The New York Review of Books, 6 a viz Ebrel 1975
- ↑ coll., Les Jeux olympiques, Paris, L'Équipe, 2003, p.181
|