Leni Riefenstahl
Leni Riefenstahl | |
Anv ganedigezh : | Helene Bertha Amalie "Leni" Riefenstahl |
Deiziad ganedigezh : | 22 a viz Eost 1902 |
Lec'h ganedigezh : | e Berlin |
Broadelezh : | alaman |
Deiziad marv : | 8 a viz Gwengolo 2003 |
Lec'h marv : | e Pöcking |
Micher(ioù) : | filmaozerez, dañsourez hag aktorez |
Filmoù a-bouez : | Triumph des Willens, Olympia |
Liammoù diavaez | |
---|---|
kemmañ ![]() |
Helene Bertha Amalie "Leni" Riefenstahl (22 a viz Eost 1902 e Berlin - 8 a viz Gwengolo 2003 e Pöcking) a oa ur filmaozerez, dañsourez hag aktorez alaman. Brudet eo evit an nevezintioù hag he c’hened a-fet seveniñ filmoù. Triumph des Willens (Trec’h ar youl) eo he film brudetañ. Ur film propaganda eo, bet filmet e-pad kendalc’h ar strollad nazi e 1934 e Nürnberg. Mignonez da Adolf Hitler ha da Joseph Goebbels e oa Riefenstahl, ar pezh a lakaas anezhi da vezañ lakaet a-gostez goude an Eil Brezel-bed. D’ar mare-se e voe harzet, met ne voe tamallet torfed brezel ebet outi.
Ma’z eo displijet da vat ar vurutellerien gant ar filmoù propaganda a savas er bloavezhioù 1930 e vez meneget alies-tre he c’hened evel ur perzh dreistordinal.
Pa varvas ec’h embannas Associated Press e oa bet Riefenstahl "un difraosterez a-fet seveniñ filmoù ha luc’hskdeudenniñ.” E-barzh Der Tagesspiegel (Berlin) e c’haller lenn : "Leni Riefenstahl he deus difraostet tachennoù sinema nevez." Hervez BBC ez eo he zeulfilmoù “nevezintioù a-fet seveniñ, a-fet teknik ivez gant implij givri-houarn, linennoù-houarn ha meur a gamera o filmañ war un dro." Hervez ar buruteller Gary Morris e oa Riefenstahl "un arzourez dreistvarrek, ur vaouez en ur bed mestroniet gant paotred, unan eus pervezhdedourien bouezusañ ar sinema, evel Sergueï Eisenstein pe Orson Welles." E dibenn he buhez ec’h embannas Riefenstahl levrioù skeudennoù diwar-benn ar meuriad Nouba hag e sevenas filmoù dindan vor.
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dañsourez hag aktorez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Riefenstahl a zo bet ganet en ur familh koñversanted e Wedding (Berlin). Kregiñ a reas he micher evel dañsourez, met rankout a reas chom a-sav goude bezañ bet gloazet he fenn-glin e-pad un abadenn e Praha. Goude ar gwallzarvoud-se e welas un teulfilm diwar-benn ar menezioù hag e voe bamet gant ar pezh a c’haller ober gant ur c’hamera. Mont a reas neuze betek an Alpoù evit kejañ ouzh ar sevener, anvet Arnold Fanck, hag evit c’hoari ur perzh bennak e film Fanck da zont. E-lec’h kejañ outañ e kavas eno un aktour hag a skrivas da Fanck diwar he fenn. Goude-se e c’hoarias Riefenstahl e meur a film sevenet gantañ. Er filmoù-se en doe perzh ur plac’h her hag atlethel. Brudet e vo en Alamagn, hag ivez e-touez ar sevenerien filmoù. E 1933 e voe aktourez en e film diwezhañ SOS Eisberg, e ditl. Pa voe kinniget dezhi seveniñ Das Blaue Licht e 1932 ec’h asantas. E-lec’h e sevel evel filmoù Fanck, e reas anezhañ ur film romantel, evel ma vefe bet ur gontadenn gevrinek.
Propaganda ha teulfilmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Riefenstahl a glevas Adolf Hitler o komz e-kerzh un emvod e 1932 hag e voe teoget gant e varregezhioù da gaozeal dirak ur bern tud. Hervez Daily Express ar 24 a viz Ebrel 1934 e lennas Leni Riefenstahl Mein Kampf e-keit ma oa o filmañ Das Blaue Licht. Er gelaouenn saoz-se e c’haller lenn ar gerioù da-heul, bet distaget ganti : "Un trivliad dreistordinal a santis pa lennis. Dont a ris da vezañ un nazi kaledet goude bezañ bet lennet ar bajenn gentañ. Soñjal a ris e c’hellfe un den gouest da skrivañ seurt traoù bezañ gouest da ren en Alamagn. Laoue-tre e oan o welout e oa degouezhet un den evel-se." Plijet-bras e voe Hitler gant Das Blaue Licht hag e-kerzh un emgav hiniennel ganti e c’houlennas gant Riefenstahl seveniñ Der Sieg des Glaubens (Trec’h ar Feiz, 1933), ur film un eurvezh-pad diwar-benn ar c’hendalc’h nazi e Nürnberg e 1933 (deuet er-maez e DVD e 2003). Ernst Röhm a oa e-barzh ar film, ha pa voe lazhet da vare ar stourm a-enep SA (Nozvezh ar c’hontilli hir) e voe tennet Der Sieg des Glaubens diouzh ar salioù-sinema (miz Mae 1933).
E 1934 e c’houlennas Hitler diganti seveniñ ur film all diwar-benn ar c’hendalc’h nazi e Nürnberg. Anvet e voe ar film Triumph des Willens (Trec’h ar youl) ha gwelet eo evel ur bennoberenn e-touez an teulfilmoù. Berzh a reas en Alamagn. Difennet e voe skignañ ar film er Stadoù-Unanet avat rak gwelet e voe evel ur film propaganda nazi. Koulskoude e tapas meur a briz (a-fet filmañ) e festivalioù sinema er bed a-bezh, ha gwelet e vez evel unan eus ar filmoù propaganda efedusañ bet sevenet. Pa voe aterset e 1993 evit ar film The Wonderful, Horrible Life of Leni Riefenstahl, e lavaras Riefenstahl n’he doa ket klasket sevel ur film propaganda nazi hag e kave mezhus e vefe bet implijet ar film evel-se. E 2003 e voe anv eus ar film e-barzh The Economist : ar film "en deus diazezet he brud evel sevenerez wellañ an XXvet kantved." E 1935 e sevenas Riefenstahl Tag der Freiheit: Unsere Wehrmacht (Devezh ar frankiz : Hon arme), ur film diwar-benn ar Wehrmacht.
Pedet e voe Riefenstalh da filmañ C’hoarioù Olimpek Berlin e 1936. Mont a reas betek Gres a-benn filmañ lec’hienn orin ar c’hoarioù e Olimpia. Sikouret e voe eno gant al luc’hskeudenner gresian Nelly. Dont a reas ur film er-maez neuze, Olympia e ditl. Brudet eo ar film a-drugarez d’e berzhioù teknikel : Riefenstalh a stalias liennoù-houarn a-benn bezañ gouest da heuliañ fiñv ar sportourien a-dost. Alies e vez lavaret ez eo eo Olympia ur skouer a-fet filmañ ar sportoù.
An Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa voe aloubet Polonia e voe luc’hskeudennet Leni Riefenstahl er vro-se gant un unwisk hag ur bistolenn en he gouriz, asambles gant soudarded alaman. D’an 12 a viz Gwengolo 1939 e oa e Końskie, e-lec’h ma voe lazhet 30 disoudard, war zigarez o defe klasket argadiñ soudarded alaman. En hec’h eñvorennoù e lavar Riefenstahl e klaskas ober un dra bennak met lavaret e vefe bet dezhi e vefe lazhet war al lec’h ivez. D’ar 5 a viz Here 1939 e filmas Riefenstahl dibunadeg Hitler e Varsovia. D’ar 14 a viz Even 1940 e voe aloubet Pariz gant ar soudared alaman, ha Riefenstahl a gasas ur pellskrid da Hitler a-benn lavarout dezhañ pegen laouen e oa gant an trec’h bras-se. Ar vignoniezh etre Riefenstahl ha Hitler a badas daouzek vloaz, hag hervez tud zo e vefe bet un istor karantez etrezo. Goude he zeiroberenn diwar-benn emvodoù Nürnberg hag Olympia e stagas Riefenstahl gant ur film all diazezet war opera karetañ Hitler (Tiefland gant Eugen Alberts). Diwar urzh Hitler e resevas 7 milion a reichsmarkoù a-berzh ar gouarnamant alaman evit hen ober. Filmañ a reas neuze etre an 23 a viz Gwengolo hag an 13 a viz Du 1940 e Krün, nepell diouzh Mittenwald. A-benn c’hoari perzhioù spagnolezed ha kouerien e voe rediet termajied (Sinti) bac’het e kamp-kreizennañ Salzburg-Maxglan da genlabourat ganti. Filmet e voe e studioioù Babelsberg (e-kichen Berlin) adalek miz Ebrel 1942 betek dibenn an hañv. D’ar mare-se e vo rediet Romed ha Sintied bac’het e kamp Marzahn (e-kichen Berlin) da c’hoari er film. E-barzh unan eus dielloù ar c’hamp-se hag a zo bet kavet en-dro e kaver ul listennad 65 den bet rediet da sikour evit seveniñ ar film. Adkavet e voe ivez luc’hskeudeunnoù eus ar filmañ e Krünha : war ar skeudennoù-se ec’h anavezas prizonidi o doa dreistvevet. 29 frizoniad all a hag a oa bet rediet da labourat evit Riefenstahl hag a oa bet kaset da gamp-kreizennañ Auschwitz-Birkenau e penn-kentañ miz Meurzh 1943, goude dekred Himmler (miz Kerzu 1942). Daoust d’an holl brouennoù-se e kendalc’has Riefenstahl da lavarout betek fin he buhez e oa deuet a-benn holl aktourien he filmoù da zreistvevañ goude ar brezel, hag he doa bet tro da welout anezho en-dro goude ar brezel. E miz Here 1944 ez eas skipailh ar film betek studioioù Barrandov (Praha) a-benn filmañ en diabarzh. Ne zeuas ket a-benn da echuiñ Tiefland a-raok fin ar brezel, ha diskouezet e voe ar film evit ar wech kentañ d’an 11 a viz C’hwevrer 1954. Leni Riefenstahl a zimezas gant Peter Jacob d’an 21 a viz Meurzh 1944, goude bezañ kinniget anezhañ da Hitler e Kitzbühel (Aostria). Dispartiañ a rejont e 1947.
Bac’het goude an Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude an Eil Brezel-bed e voe goulennet gant ar skrivagner amerikan Budd Schulberg (hag a oa er mare-se e strollad teulfilmañ John Ford) tapout Riefenstahl en he zi-prenn e Kitzbühel (Aostria) a-benn lakaat anezhi da anavezout pennoù torfedourien-brezel nazi war tammoù filmoù bet dastumet gant ar Gevredidi. Riefenstahl a embanns ne ouie tra ebet evit a selle ouzh ar c’hampoù-kreizennañ. Hervez Schulberg, "Ar memes diskan a ganas din. Lavarout a reas din, 'Gouzout a rit, evel-just, on bet treuzkomprenet. N’on ket ur bolitikourez.'" Met pa lavaras he doa ranket doujañ da urzhioù Goebbels -a-hend-all e vefe bet kaset d’ur c’hamp-kreizennañ e c’houlennas Schulberg outi perak he defe bet aon, dre ma lavare ne ouie ket e oa eus ar c’hampoù-se. Kenderc’hel a reas da embann e oa bet boemet gant an nazied, e oa divarrek a-fet politikerezh ha ne ouie netra diwar-benn an torfedoù brezel. Pevar bloaz e chomas bac’het en ur c’hamp e Bro-C’hall, met ne zeuas den ebet ebet da damall outi bezañ bet graet propaganda, na da brouiñ he doa rediet tud bac’het e kampoù-kreizennañ da labourat en he filmoù.
Dibenn he buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude an Eil Brezel-bed e klaskas Riefenstahl seveniñ filmoù nevez met reuz a savas, diaes e voe dezhi kaout argant a-benn produiñ he filmoù, ha daoust ma klaskas sevel un nebeud raktresoù ne zeuas ket a-benn da gas anezho betek penn.
Er bloavezhioù 1960 e vevas gant Horst Kettner, un den daou-ugent vloaz yaouankoc’h eviti. E dibenn he buhez e stagas Riefenstahl gant al luc’hskeudenniñ war temoù liesseurt. Dedennet e voe gant ar meuriad Nouba (Soudan), e-pad ur pennad e vevas en o zouez, ha lakaat a reas embann levrioù skeudennoù diwar o fenn etre 1974 ha 1976. E 1971 e voe skeudennet o luc’hskeudenniñ Mick Jagger hag e wreg.
Pa voe 72 vloaz e stagas gant al luc’hskeudenniñ dindan vor. Evit hen ober e rankas livañ gevier, hag ec’h embannas e oa 52 vloaz, a-benn kaout an aotre da splujañ. D’an 22 a viz Eost 2002 (he 100vet deiz-ha-bloaz) e teuas er-maez he film savet ganti anvet Impressionen unter Wasser (Trivliadoù dindan vor), un teulfilm diwar-benn an natur er meurvorioù. Dreistvevañ a ra goude krash ur viñsaskell e Soudan e 2000. E 2003 e timezas gant Kettner.
Leni Riefenstahl a varvas en he zi e Pöcking (Alamagn) d’an 8 a viz Gwengolo 2003 pa oa kousket, un nebeud devezhioù goude bezañ lidet he 101vet deiz-ha-bloaz. Paket e oa gant ur c’hrign-bev. Douaret e voe e bered Waldfriedhof e München. En e levr The Story of Film e skriv an arbennigour Mark Cousins, "Asambles gant Orson Welles hag Alfred Hitchcock, e oa Leni Riefenstahl ar sevenerez filmoù kornôgel varrekañ eus he c’houlz-amzer."
He filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloavezh | Film | He ferzh | ||||
---|---|---|---|---|---|---|
Sevenerez | Proderez | Senarioourez | Aktorez | Perzh | ||
1925 | Wege zu Kraft und Schönheit | ![]() |
Dañsourez | |||
1926 | Der heilige Berg | ![]() |
Diotima | |||
1927 | Der große Sprung | ![]() |
Gita | |||
1928 | Das Schicksal derer von Habsburg | ![]() |
Maria Vetsera | |||
1929 | Die weiße Hölle vom Piz Palü | ![]() |
Maria Maioni | |||
1930 | Stürme über dem Mont Blanc | ![]() |
Hella Armstrong | |||
1931 | Der weiße Rausch - Neue Wunder des Schneeschuhs | ![]() |
Leni | |||
1932 | Das Blaue Licht | ![]() |
![]() |
![]() |
![]() |
Junta |
1933 | S.O.S. Eisberg | ![]() |
Ellen Lawrence | |||
Der Sieg des Glaubens | ![]() |
|||||
1935 | Tag der Freiheit: Unsere Wehrmacht | ![]() |
![]() |
![]() |
||
Triumph des Willens | ![]() |
![]() |
![]() |
|||
1937 | Wilde Wasser | ![]() |
||||
1938 | Olympia 1. Teil - Fest der Völker | ![]() |
![]() |
![]() |
![]() |
En he noazh |
Olympia 2. Teil - Fest der Schönheit | ![]() |
![]() |
![]() |
|||
1954 | Tiefland | ![]() |
![]() |
![]() |
![]() |
Martha |
2002 | Impressionen unter Wasser | ![]() |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Das Blaue Licht: The Art of Leni Riefenstahl Lec'hienn nann ofisiel asantet gant Riefenstahl Estate
- Das blaue Licht. Stills of Walter Riml, photographer of the film
- Her propaganda marches on, dielfennadenn Trec'h ar feiz ha Trec'h ar youl
- Homepage of Leni Riefenstahl
- www.riefenstahl.org - a fanpage, holl he filmoù
- Women's History collection
- "Fascinating Fascism", ur skrid dielfennañ savet gant Susan Sontag e 1975 (tennet eus Under the Sign of Saturn)
- Robert von Dassanowsky: Tiefland/Titanic dielfennet
- He buhez er German-Hollywood Connection
- (listennad teulfilmoù 1965–2004)
- Leni Riefenstahl: Film Maker Extraordinaire or Nazi Stooge? National Centre for History Education - Australia
- Pennad diwar-benn Das blaue Licht
- Pennad diwar-benn Tiefland
- He luc'hskeudennoù kentañ
- Luc'hskeudennoù Leni Riefenstahl