Olivier Cousin
Olivier Cousin | |
---|---|
![]() Olivier Cousin, Miz du 2011 | |
Obererezh | skrivagner barzh |
Ganedigezh | 9 a viz C'hwevrer 1972 |
Yezh skrivañ | galleg |
Enorioù | Priz Barzhoniezh Camille Le Mercier d'Erm (2011) |
kemmañ ![]() |
Olivier Cousin zo ur skrivagner breizhat ganet d'an 9 a viz C'hwevrer 1972 e Lesneven (Penn-ar-Bed) e Breizh.
Romantour ha daneveller evit kontañ istorioù kenkoulz hag evit stekiñ ouzh buhezioù n'int ket e hini. Gant Les Enchaînés de Landouzan, « une enquête de Jacques de Lottin, chirurgien des armées du Roi », e voulc'h ur c'helc'hiad romantoù polis a c'hoarvez da vare an Azginivelezh.
Barzh evit santout gwelloc'h ar bed. En e veajoù evel en e Vro-Leon ez eo dre gemer harp war an traoù fetis, ha war draoù izel-izel ar pemdez zoken, e vez oc'h atersiñ war e zeniezh. Marteze ez eo un doare da glask, hep termal, derc'hel ar marv pell pa n'heller e zoñvaat.
Treizher barzhoniezh war e vlog [1] en deus kenrenet an torkad : En Bretagne ici et là… 40 lieux 40 auteurs, 2008, embannadurioù Keltia Graphic.
E 2011 en doa bet ar Priz Barzhoniezh Camille Le Mercier d'Erm digant Unvaniezh Skrivagnerien Breizh gant e varzhaz Sous un ciel sans paupière.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Romantoù :
- Les Enchaînés de Landouzan, Liv’ Éditions, 2009
- Mort au silo, éditions Nykta, 2006
- Les Muets de Trécorbier, Liv’ Éditions, 2005
- L’Ombre des tableaux, Liv’ Éditions, 2003
Barzhonegoù :
- Fragments du journal d'Orphée suivi de La musique n'adoucit pas les peurs, skeudennaouet gant Violaine Fayolle, embannadurioù Kutkha, 2014
- Étranges estrans, skeudennaouet gant Jean-Yves André, Les Armoricaines éditions, 2013
- 77 poèmes et des poussières, embannadurioù La Part Commune, 2012
- Drôle de bestiaire du dictionnaire, barzhonegoù evit ar vugale skeudennaouet gant Anne Salaün, Editions Label LN, 2011
- Réjouissances d'hiver de A à Z, barzhonegoù skeudennaouet gant Sylvie de Hulster, Les Armoricaines éditions, 2010
- Sous un ciel sans paupière, emb. La Part Commune, 2010 (gant tresadennoù Jean-Yves André ha kenskrid gant Marc Le Gros)
- Rêves de pierre, barzhonegoù war stampoù Jean-Pierre Blaise, levr arzour 2007 ; embannadur kresket e ti Label LN, 2008
- Drôle de bestiaire de la mer, barzhonegoù evit ar vugale skeudennaouet gant Anne Salaün, Editions Label LN, 2006
- Puiser aux mondes, L’étagère étanche, 2006
Danevell :
- Dans nos vies à bascule, embannadurioù Chemin Faisant, 2013
- Une vieille bobine, er barzhaz a-stroll Sur le film du rasoir, embannadurioù Chemin Faisant, 2009 (11 danevell war dem ar sinema e Breizh)
Troidigezh :
- A Poem Decides / C'est le poème qui décide de Roy Eales, Blackbird-Pawel Editions, 2013, (troidigezh gant Paol Keineg)
- On A Road To No End / Sur un route sans fin gant Roy Eales, Blackbird-Pawel Editions, 2008
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lec'hienn Olivier Cousin
- Olivier Cousin, treizher barzhoniez war e vlog
- Pajenn Olivier Cousin war lec'hienn embannadurioù Liv'éditions
- Pajenn Olivier Cousin war lec'hienn embannadurioù Nykta
- (fr) Un notenn lenn gant Denis Heudré diwar-benn ar barzhaz Sous un ciel sans paupière
|
|