Ode ar Galibier
Ode ar Galibier a zo lec'hiet en Alpoù gall. 2 642 m an uhelder anezhi ez a d'ober ul liamm etre Saint-Michel-de-Maurienne (Savoie) ha Briançon (Hautes-Alpes) dre Ode an Telegraf en norzh hag Ode al Lautaret er su. N'haller ket tremen drezi e-pad ar goañv.
Tro Bro-C'hall er Galibier
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Estreget an douaroniezh a ra d'an ode-mañ bezañ mil anavezet : deuet eo da vezañ brudet a drugarez da Dro Bro-C'hall war varc'h-houarn a dremenas drezi e 1911 evit ar wech kentañ, da geñver he 5vet tennad-hent etre Chamonix (Haute-Savoie) ha Grenoble (Isère). Ur boaz eo deuet da vezañ o vezañ m'he deus krapet an Dro Ode ar Galibier 59 gwech. Renket e oa bet dreist rummad (DR) e 1979. Da geñver kantvet deiz-ha-bloaz ar c'hentañ tremen e oa bet ret d'ar rederien krapat div wech dre zaou dor disheñvel, e 2011 eta.
Sed amañ ul listenn eus ar rederien a oa erruet renket da gentañ en he lein :