Novi Sad
| Deiziad krouiñ | 1694 |
|---|---|
| Anv ofisiel | Novi Sad |
| Anv er yezh a orin | Нови Сад, Novi Sad |
| Stad | Serbia |
| E tiriad | Novi Sad City |
| Gwerzhid-eur | UTC+01:00, Central European Time |
| War ribl | Danav |
| Daveennoù douaroniel | 45°15′52″N 19°49′54″E |
| Ezel eus | Wetland City Network |
| Prizioù resevet | European Capital of Culture |
| Kod-post | 21000 |
| Lec'hienn ofisiel | https://novisad.rs |
| Ekonomiezh an danvez | economy of Novi Sad |
| Time of earliest written record | 1748 |
| Kod pellgomz an takad | 21 |
| Kod plakenn varilh | NS |
| Category for the view of the item | Category:Views of Novi Sad |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Novi Sad |
| Serbo-Croatian preferred project code | sr |


Novi Sad (skrivet Нови Сад el lizherenneg kirillek, Újvidék en hungareg, Nový Sad e slovakeg) zo ur gêr vras eus Serbia, an eil kêr vrasañ er vro ha kêr-benn proviñs Vojvodina. Emañ war lez an Danav.
Hervez niveradeg 2011 e oa 250 439 a dud o chom er gêr hec'h-unan, tra ma oa 277 522 a annezidi en tolpad-kêrioù, gant Petrovaradin ha Sremska Kamenica, ha 341 625 e tolead Novi Sad a-bezh.
Krouet e voe Novi Sad e 1694, pa voe savet un drevadenn en tu all d'an Danav gant marc'hadourien serb deuet eus kreñvlec'h Petrovaradin, war lez dehoù ar stêr. En XVIIIvet hag en XIXvet kantved e teuas da vezañ ur greizenn genwerzh a bouez, hag ur greizenn sevenadurel serb ivez, ken ma veze graet "Aten Serbia" anezhi[1]. Kalz a zistruj a voe e kêr e-pad Dispac'h 1848, met adsavet e voe ar savadurioù dismantret/ Bremañ ez eo Novi Sad ur gêr a bouez, war dachenn ar greanterezh, an armerzh hag ar sevenadur, ken evit Serbia ken evit Vojvodina.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Novi Sad gant ar c'hêrioù-mañ :