Noël Vandernotte
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Étienne Noël Henri Vandernotte |
Anv-bihan | Noël |
Anv-familh | Vandernotte |
Deiziad ganedigezh | 25 Kzu 1923 |
Lec'h ganedigezh | Angelu |
Deiziad ar marv | 18 Mez 2020 |
Lec'h ar marv | Saint-Étienne-du-Grès |
Tad | Fernand Vandernotte |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | coxswain |
Sport | Roeñverezh |
Perzhiad e | rowing at the 1936 Summer Olympics – men's coxed four, rowing at the 1936 Summer Olympics – men's coxed pair |
Prizioù resevet | Officer of the National Order of Merit, Marc'heg al Lejion a Enor |
Noël Vandernotte, bet ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1923 en Angelu (Pireneoù-Atlantel, Bro-C'hall), a zo bet ur roeñver gall. Marvet eo d'an 19 a vie Even 2020 e Beaucaire (Gard).
Da-geñver C'hoarioù olimpek hañv 1936, bet dalc'het e Berlin (Trede Reich d'an ampoent), e voe tapet div vedalenn arem gantañ, hag eñ sturier yaouank div vag disheñvel :
- d'ar 14 a viz Eost, a-gevret gant ar roeñverien Marcel Chauvigné (1911-1972), Jean Cosmat (1910-2010) hag e zaou eontr Fernand (1902-1990) ha Marcel Vandernotte[1] (1909-1993),
- d'an hevelep deiziad, a-gevret gant Marceau Fourcade (1905-) ha Georges Tapie (1910-1964).
Ne oa nemet daouzek vloaz ha, dre-se, ez eo chomet betek-hen yaouankañ sportour bet biskoazh medalennet er C'hoarioù olimpek hañv a-vremañ, war-lerc'h Dimítrios Loúndras. Ken dister pouez ar c'hrennard (42 kg d'ar muiañ) ma voe ret dezhañ gwiskañ ur seurt gouriz pounneraet war-bouez eizh kg traezh...
Pa darzhas an Eil Brezel-bed un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h e kemeras perzh Noël Vandernotte ennañ evel harzher ha den enrollet a-youl vat.
E 2008 e voe roet dezhañ ar rez a ofiser en urzh broadel an dellezegezh[2] a-raok ma voe tapet kroaz marc'heg al Lejion a enor gantañ diwezhatoc'hik[3]. Mervel a reas e Beaucaire (Gard) e 2020.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pleustriñ war ar roeñverezh a raent e Cercle de l'Aviron de Nantes.
- ↑ Dekred an 30 a viz Genver
- ↑ Dekred an 3 a viz Ebrel 2015