Roeñverezh

Eus Wikipedia

Ar Roeñverezh a zo ur sport eus familh ar sportoù-moraerezh. Ur sport Olimpek eo abaoe m'eo bet krouet ar c'hoarioù Olimpek a-vremañ, da lâret eo e 1896 dindan luskadenn ar Baron Pierre de Coubertin. Pal ar roeñverezh a zo kas war-raok ur vag dre sikour palioù anvet ken ha ken roeñvoù. Kavet e vez daou rummad :

  • Ar roeñverezh war stêrioù. (Olimpek eo)
  • Ar roeñverezh war ar mor. (N'eo ket Olimpek)
Roeñverezh

An Teknik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An div zoare Pal

Ur sport tizh eo ar roeñverezh. Eus bigi hir ha moan, e koad pe e danvezioù kompozit ez eus ezhomm. Ar gourener a zo azezet a-us da live an dour war un azezenn war ruilh, anvet "Risklerezh". Treiñ a ra hennezh e gein da avañsamant ar vag. Servij a ra ar roeñvoù da gas war-raok ar vag. Hervez an ambarkasionoù, e implij ar roeñver :

  • Ur bal nemetken (Hirder an hollad a zo eus 3.5 m da 4 m).
  • Div bal anvet "dre goublad" ( war dro 3 metrad evit pep pal).

Kavet e vez div stumm pal, Makon pe Hachoir[1].

An Taol Roeñv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spis tre eo fiñv ar roeñver, ur meskaj kreñvder ha resister eo. Ur roeñver a en em ziskuilh bezañ un teknisian a-zoare a zo neuze goust enebiñ, war an dour, gant ur roeñver a vefe kigennekoc'h egetañ. Pal ar roeñver a zo lakaat da brofitañ ar vag eus e nerzh plouzañ. Talvezout a ra eo ret klask ar finvadurioù kontrol da riskl ar glorenn. Ur seurt berusted a zo diaes-tre da gaout, (galloud a raio un deraouer kadarnat), dre ma 'z eo luziet ar jestr.

Div brantad 'vez kavet en taol roeñverezh.

  • Ar "gas war raok", prantad lerc'h m'eo harpet ar palioù en dour. Astenn ' ra ar roeñver e divhar, digas a ra e divrec'h etrezek e kef (un tamm dindan e bruched) evit diblasiñ ar gouc'h. Prim ha nerzhus eo ar brantad, stenned eo ar c'higennoù.
  • An "distro", prantad lerc'h m'eo ar palioù e diavaez an dour. Astenn a ra ar roeñver e divrec'h, adlec'hiañ a ra e gef hag adplegañ a ra e divhar a-benn adkregiñ gant ur gas war raok nevez.

Ar prantadoù-se a zo eilet dre fiñvadurioù tremenadur. Bezañ prim ha soupl pad an tremenadurioù ha lak ar fiñvadur hollek da gounez beridigezh.

  • Etre ar gas war raok hag an distro ez eus an "distro dorn", da lâret eo, e astenn buan, ar roeñver, an divrec'h hag ar c'hef dre zirak.
  • Etre an distro hag ar gas war raok, eo ret d'ar roeñver ober ar pez a vez anvet an "tagañ". Ar jestr-mañ a rank bezañ spis a-benn lakaat harp, en dour, ouzh ar balioù.

Ma tiveromp, e talc'himp soñj eus tri ger : Divhar, Kein, Divrec'h distro : Divhar, Kef, divrec'h.

FISA[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Roeñverezh a vremañ a zo renet gant ar FISA (Fédération international des societés d'Aviron), krouet e Turin, d'ar 25 a viz even 1892 gant dileuridi Bro Suis, Bro Frañs, Belgia, an Adriatica. Ar FISA a zo ar gevredigezh koshañ a touez al lusk Olimpek[2].

Aozet he deus ar c'hentañ kampionadoù European e 1893 hag ar c'hampionadoù Bedel abaoe 1962. Ur sport Olimpek eo ar roeñverezh abaoe 1896 (Ar roeñvadeg aozet d'ar 1añ a viz Ebrel a zo da gentañ, bet daleet, evit bezañ nullet dre fazi ur barr-amzer da vare ar c'hentañ c'hoarioù Olimpek e 1896).

Anvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An eizh bag anavezet gant ar FISA.
Anvadurezh Anv boutin
8+ Eizh
4+ Pevar sturied
4- Pevar nan-sturied
2- Daou nan-sturied pe pair-oar
2+ Daou sturied
4x Pevar dre goublad
2x Daou dre goublad pe double
1x Skiff

Ur rakger P (evit Paotr) pe Pl (evit Plac'h) a ziskouez reizh al lodegion.

E-pad ar roeñvadegoù e kavomp rummadoù evit pep roeñver, "B" evit bihanig ( 13 ha 14 bloaz), "Y" evit yaouaer ( 15 ha 16 bloaz), "M" evit mibion ( 17 ha 18 bloaz), "H" evit hen ( 19 ha 34 bloaz). Ar rakger-mañ a zo heuliet eus an niver a roeñverion (1, 2, 4 pe 8). Al lizheren "X" a arouez ar fed e vefe ar vag er stad "dre goublad" (2 bal evit pep roeñver). Hep ar sign-mañ e talvez eo armet ar vag "dre poent" (1 bal dre roeñver). Ar sign + a dalvez ez eus ur sturier war ar vag tra ma - a dalvez n'ez eus sturier ebet war ar vag.

Skouerioù[3] :

  • PH8+ = Eizh dre poent hen (Senior) paotr gant ur sturier.
  • PlM4- = Pevar dre poent mibion (Junior) plac'h hep sturier.
  • PY2X = Daou dre goublad yaouaer (Cadet) paotr.
  • PB1X = Skiff bihanig (Minime) paotr.
  • MF4X+ = Pevar dre goublad bihanig plac'h gant ur sturier.

Leun a kampionadoù 'zo, anvet vezont roeñvadegoù.

Kevaezerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Redadenn a steud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar redadennoù a steud a zo graet kentoc'h pad an nevez-amzer pe pad an hañv. An hed Olimpek, implijet e kerzh an darn vrasañ eus ar radennoù a steud, a zo eus 2000 m. Kavet e vez un eil stumm, evit an henerien, anvet ar sprint, war 1000 m e en em dremen ar redadenn-mañ. An hedoù a cheñch hervez an oad. Ar bihanigerien o 1000 m d'ober, ar yaouaerien,1500 m, ar mibioned hag an henerien, 2000 m. Goulenn a ra ar radedennoù a steud ur bec'hadenn puilh (e pad un nebeud minutennoù).

Penn stêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur penn stêr a zo un doare roeñvadeg, aozet kentoc'h e fin an diskar amzer ha pad an nevez amzer. Mont a ra kuit an akipajoù unan war lerc'h egile. Roeñvat a reont a enep an amzer. An hedoù a zo kemmus, d'al liesañ etre 2000 m ha 12 000m. Skouerioù penn stêrioù :

  • Head of the Charles e Boston en SUA
  • Head of the River Race war an Tamise e Londrez.

Kampionad beldel ha c'hoarioù Olimpek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El live Bedel, ez eus "dre goublad"...

  • Bagig / 4X-1X (pevar roeñver nemet ar sturier)
  • Pevar dre goublad / 4X
  • Daou dre goublad / 2X
  • Skiff / 1X

... "dre poent" ...

  • Eizh gant ur Sturier / 8+
  • Pevar gant ur sturier (n'eo ket Olimpek) / 4+
  • Pevar hep sturier / 4-
  • Daou gant ur sturier (n'eo ket Olimpek) / 2+
  • Daou hep sturier (pair-oar) / 2-

Rummadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet 'vez div rummad pouezh :

  • Pouezh skañv : Evit ar baotred o deus ur pouez izeloc'h eget 72,5 Kg gant keidenn ar vag par da 70 Kg pe nebeutoc'h (estreget evit ar Skiff) hag evit merc'hed o deus ur pouezh izeloc'h da 59 Kg gant keidenn ar vag izeloc'h pe par da 57 Kg.
  • Holl rummadoù : Hep forsadenn.

Hed ar redadeg a zo eus 2000 m. Ar barem-se zo gwir evit an Henerien (Senior).

Akiperezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bag[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet eo ar bigi hag ar roeñvoù (palioù) hervez ar skouer aliet gant ar FISA (Fédération internationale des sociétés d'aviron). Posupl eo tapout listenn ar savourien bedel, amañ.

Gwechall e oant graet gant koad (skañv a-walc'h), met hiriv an deiz vezont graet e kevlar, neudenn karbonek pe e karbon. Skiffoù zo (bag gant ur plas) a c'hell diskenn dindan 12Kg, met hervez ar reolennaoueg 'n eus ket tu diskenn didan 14Kg. Diferet e vez, ar gouc'h, an dougerezhioù, ar roeñvoù a gevrenn ar vag.

Ar saverien brasañ a vez gwelet war roeñvadegoù etrevroadel a zo Empacher, Filippi, Stämpfli, Hudson, Salani, Douglas, Vespoli, BBG, WinTech ha Vega evit ar bigi, Concept2, Croker, Drakkar evit ar balioù. Gobari ar bigi a en em kran dre an niver a paotred en akipaj, ar moander pe o zanvez.

Roeñv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet roeñv pe pal, n'haller ket o tiouveriñ. Tu 'zo d'ar roeñver implij ur bal pe daou hervez m'eo ar vag armet "dre goublad" pe "dre poent". Ar balioù a oa graet e koad, a-raok bezañ graet e karbon (evit an darn vrasañ). Fardañ anezho e karbon a lak ar roeñv da vezañ kaletoc'h ha kalz skañvoc'h.

Kavet 'vez div rummad skouer pal : Ar balioù anvet "Makon" hag ar balioù anvet "Hache" (sellout ouzh ar skeudenn uheloc'h). Ar roeñvoù-se a ro un harp gwelloc'h war an dour. Er roeñvadegoù vezont difennet d'ar bihanigoù (minime), se 'zo peogwir e goulenn ar palioù "Hache" muioc'h a kreñvder.

Galloud a ra bezañ reoliet ar roeñvoù o kemm al loc'h a neuze an dezrevell kreñvder.

Mekanik roeñvat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar mekanikoù roeñvat[4] a zo mekanikoù a servij da devreziñ fiñvadennoù ar roeñverezh. Ur muzulier dredan 'z eus d'ar peurliesañ. Ar benvegoù-mañ, implijet a-lies gant ar roeñverien, a zo dispar evit en em kigennañ en un doare hollek. Bez ez eus kampionadoù mekanikoù roeñvat, evel hini Coubertin (Concept 2). Lod brasañ anezho a zo implijet e giz un amprouenn dibab evit ar skipailhoù broadel.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Ar Roeñvoù (Palioù)
  2. (en) World Rowing
  3. (fr) Ar rummadoù bigi
  4. (fr) Concept 2

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]