Nicolas Hulot
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Nicolas Hulot, bet ganet d'an 30 a viz Ebrel 1955 e Lille, a zo ur c'hazetenner, skrivagner, animatour ha produer skinwel gall. Brudet eo bet dre an abadenn skinwel Ushuaïa, goude-se eo ebt gant hent ar stormm poliitikel ekologel. E 2012 en doa kemeret perzh e dilennadegoù prezidant Bro-C'hall hep bezañ dilennet.
Goude bezañ nac'het ministrerezh an ekologiezh pa oa bet kinniget dezhañ ar post gant Jacques Chirac, Nicolas Sarkozy ha François Hollande. A-benn ar fin d'ar 17 a viz Mae 2017 e teu da vezañ ministr Stad, ministr an tremen ekologel ha kengred evit ar gouarnamantoù Philippe I ha II, e-pad prezidantelezh Emmanuel Macron. D'an 28 a viz Eost 2018 e ro e zilez.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tad-kozh (kostez an tad) Nicolas Hulot a oa tisavour, bevañ a rae en ur skraper oabl lec'h ma veve ivez Jacques Tati. A-hervez e vefe bet awenet an dudenn Monsieur Hulot er film Les Vacances de Monsieur Hulot (1953) gant an tad-kozh. An tad-kozh (kostez an tad) Monique Hulot, Georges Moulun, a oa ur greantelour pinvidik, gounezet en doa e arc'hant dre sevel stankellioù tredanek e Bro-C'hall. Rivinet e oa bet betek « kol er c'hoari betek e fuzuilh chase diwezhañ ».
Nicolas Jacques André Hulot a zo ganet e Lille eus Philippe Hulot, klasker aour ha krouer liorzhoù, ha Monique Moulun, penn tiez yec'hed. Bez en deus ur vreur, Gonzague, hag ur c'hoar, Béatrice. Philippe Hulot a zo marvet gant ur c'hrign-bev, ar familh a zo skoet don Nicolas a zo 15 vloaz. Pemp bloaz war-lec'h, Gonzague ar vreur a emlazh nozvezh, nedeleg. Nicolas eo en doa adkavet korf e vreur, met choaz a ra kuzhañ an darvoud d'e vamm betek ar mintin war lec'h.