Nevez (lec'hanvadurezh)
Neuz
Ar ger nevez a vez implijet kenañ el lec'hanvadurezh, e Breizh hag er Bed Nevez dreist-holl.
Kêrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh e kaver un nebeut kumunioù anvet "nevez" :
- Nevez, ur gumun e Bro-Gerne,
- Ar Chapel-Nevez, anv div gumun, unan e Bro-Dreger, eben e Bro-Gwened,
- An Dre-Nevez, e Bro-Leon,
- Kastell-Nevez, anv meur a lec'h, en o zouez Kastell-Nevez-ar-Faou.
Kêrioù all a vez anvet "nevez" e brezhoneg :
- An Havr-Nevez e Bro-C'hall
- Amsterdam Nevez, anv meur a gêr er bed
Broioù ha proviñsoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Impalaerezhioù trevadennel zo bet anvet "nevez" : Spagn Nevez, Bro-C'hall-Nevez, Bro-Saoz Nevez (bremañ ur rannvro e reter SUA), Holland Nevez, Sveden Nevez... Kalzig a vroioù eus ar Bed Nevez-se zo bet anvet "nevez" ivez:
- Brunswick-Nevez, e Kanada
- an Douar-Nevez, un enezenn e Kanada
- Jorjia Nevez, en Okeania
- Ginea Nevez en Okeania
- Granada Nevez, ur rannvro drevadennel kozh en Amerika Latin
- Jerzenez-Nevez, ur stad eus ar Stadoù-Unanet
- Hebridez-Nevez, anv un drevadenn gozh en Okeania, bremañ Vanuatu
- Iwerzhon-Nevez, en Okeania
- Kaledonia-Nevez en Okeania
- Mec'hiko Nevez, ur stad eus ar Stadoù-Unanet
- Preden-Nevez pe Breizh-Nevez, en Okeania
- Skos Nevez e Kanada
- Inizi Sibiria-Nevez e Reter-Pellañ Rusia
- Sukembre-Nevez en Aostralia
- Zeland-Nevez, ur stad dizalc'h en Okeania
Hag ivez, er Bed Kozh :
- Rusia Nevez, ur rannvro en Impalaeriezh Rusia etre 1721 ha 1917, bremañ e Su Ukraina,
- Kastilha Nevez, ur rannvro spagnol etre 1893 ha 1980,
- Akitania-Nevez, ur rannvro velestradurel krouet gant Bro-C'hall e 2016.