Mont d’an endalc’had

Namugongo

Eus Wikipedia
Namugongo

Penniliz ar Verzherien (1973)

00° 23′ 43″ N - 32° 39' 57″ R

Namugongo Namugongo

Melestradur
Riez Ouganda Ouganda
Rannvro Central Region
Distrig Wakiso District
Kontelezh Kyaddondo County
Kumun Kira Town
Douaroniezh
Uhelder 1 180 m

Namugongo zo ur gumun en Ouganda, war-dro 13 km er biz d'ar gêr-benn Kampala.
Brudet eo kêr abalamour d'ul lazhadeg a c'hoarvezas eno en XIXvet kantved, pa oa Kampala e Rouantelezh Bouganda c'hoazh.

Etre an 31 a viz Genver 1885 hag ar 27 a viz Genver 1887, 45 floc'h yaouank a voe lazhet diwar gourc'hemenn o roue Mwanga II (1868-1903, ren ) abalamour ma nac'hent dilezel ar feiz kristen : anglikaned e oa 23 anezho, ha katoliked 22 ar re all.
Bep bloaz d'an 3 a viz Mezheven e teu kristenien eus ar bed a-bezh evit enoriñ ar verzherien.

Merzherien Namugongo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Charles Lwanga hag e heulierien

E 1875 e c'houlennas ar roue Muteesa Iañ (1837-1884, ren 1856-1884) digant ar Rouantelezh-Unanet ma vije kaset misionerien anglikan, a zegemeras e 1877. An islam a zeuas nebeut goude dre varc'hadourien arab eus Zanzibar[1], hag e 1879 ez erruas misionerien gatolik c'hall. E kreiz ar bloavezhioù 1880, an darn vuiañ eus izili al lez a oa aet war unan eus an teir c'hredenn, ha diwar neuze e stourmas pep relijion evit gounit galloud er rouantelezh. Tomm d'an islam e oa ar roue Muteesa I, tra ma oa kristenien eus meur a benn gwaz dezhañ.[2], met gouzout a reas c'hoari pep feiz enep an div all ha kavout ur c'hempouez etre ar Stadoù estren hag a oa o klask astenn o beli war Afrika.

Goude marv Muteesa Iañ e renas e vab Kabaka Mwanga II (ren 1884-1888, 1889-1897). En enep ouzh e dad e tibabas flastrañ pep emelladur dre skarzhañ misionerien ha rediañ ar gristenien da zilezel o feiz dindan gastiz a varv ; bloaz war-lerc'h e dronidigezh e lakaas lazhañ tri ezel kristen eus e lez hag e c'hourc'hemennas muntrañ an arc'heskob ha misioner James Hannington war harzoù reter ar rouantelezh. Mestr-a-di al lez, ur c'hatolig anvet Joseph Mukase Balikuddembe, a rebechas ar muntr d'ar roue : dibennet e voe d'ar 15 a viz Du 1885, ha harzet e voe e heulierien — daoust da gement-se, meur a gristen a voe anvet da bostoù milourel pouezus[2]. En deiz-se end-eeun e anvas penn floc'hed al lez, Charles Lwanga (1860-1886), da vestr-a-di ; kerkent hag anvet e voe badezet hemañ gant ur misioner katolik.
Er bloaz 1885 bepred, goude m'o devoa nac'het floc'hed eus e lez kaout darempredoù reizhel gantañ[3] rak berzet e oant koulz gant ar gatoligiezh hag an islam e tivizas ar roue kaout an dizober eus ar relijionoù-se hag a save a-enep hollc'halloudegezh hengounel e garg. Un emvod meur a voe dalc'het d'ar 25 a viz Mae 1886 ma voe ret d'an holl dud c'hounezet el lez dibab etre o feiz nevez ha sentidigezh diflach ouzh ar roue hervez an hengoun ; daou floc'h a voe kondaonet d'ar marv.
Antronoz da veure, Charles Lwanga a vadezas dre guzh ar gatekizidi a oa dindan e urzhioù ; en hevelep deiz e voe dalc'het un eil emvod, ma voe adc'hraet ar goulenn : dindan ren Charles Langwa, an holl floc'hed a nac'has dilezel o feiz ha kondaonet e voent d'ar marv. D'an 3 a viz Mezheven e voent losket, pa soñje d'ar roue edo Charles Lwanga hag e heulierien o labourat gant estrenien evit pistriañ gwrizioù e rouantelezh.

E miz Gwengolo 1888, e dibenn e ren, Mwanga II a vennas kaout an dizober eus pennoù ar gristenien hag ar vuzulmaned a chome, dre o lezel da vervel diwar naon war un enez gronnet gant krokodiled e Lenn Viktoria. Brudet e voe ar raktres : a-c'houde emsavadeg ar gristenien hag ar vuzulmaned e voe diskaret ar roue ha lakaet e vreur Kiweewa war an tron. Miz war-lerc'h e voe kemeret ar galloud gant tu an islam, a forbannas pennoù ar gristenien hag a lazhas Kiweewa pa nac'has bout trodroc'het ; e vreur Kalema a voe laket war an tron. E miz Kerzu avat e savas ar gristenien a-du gant Mwanga II ha d'an 11 a viz Here 1889 e voe roue adarre.

Santelezhadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 18 a viz Here 1964 e voe santelezhet 22 verzher katolik gant ar pab Paol VI hag ur benniliz a voet savet e 1973 el lec'h ma voent devet ; ul iliz zo ivez 3,2 km pelloc'h war-du ar reter, da verkañ buched an anglikaned.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Leggett, op. cit.
  2. 2,0 ha2,1 Lipschutz & Raslussen, op. cit.
  3. Hoad, op. cit.