Mont d’an endalc’had

Nambu 14

Eus Wikipedia
Nambu Stumm 14
Skeudenn ar pennad Nambu 14

Ur bistolenn Nambu 14
Kinnig
Bro orin Banniel Impalaeriezh Japan Impalaeriezh Japan
Doare Pistolenn damaotomatek un-ober
Munisionoù 8 × 22 mm Nambu
Saver Kijirō Nambu
Mare implij 1925 - 1945 (en arme japanat)
Produerien
  • Arsanailh Nagoya (uzin Chigusa) : 7.825 skouerenn (1926-1932)
  • Arsanailh Kokura : 3.600 skouerenn (1935-1936)
  • Arsanailh Nagoya (uzin Toriimatsu) : 126.500 skouerenn (1941-miz Eost 1945)
  • Labouradeg Nambu : 112.475 skouerenn (1933-1944)
Skouerennoù produet War-dro 282.300
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 910 g
Mas (karget) 990 g
Hirder 231 mm
Hirder ar c'hanol 115 mm
Perzhioù teknikel
Endalc'h Karger-fiñv 8 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An Nambu Stumm 14 zo ur bistolenn damaotomatek un-ober japanat ijinet gant ar jeneral Kijirō Nambu (1869-1949) hag implijet evel pistolenn standard gant arme Japan e-pad ar brezel etre Sina ha Japan hag en Eil Brezel-bed. Anvet e vez alies Pistolenn Nambu nemetken, met pistolennoù all a zo bet krouet gant ar memes den. Dont a ra an niver 14 eus ar bloavezh m’eo bet lakaet e servij en arme japanat (1925), a oa 14vet bloavezh ren an impalaer Taishō Tennō, tad Hirohito.

Istor hag implij

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1902 e kinnigas Kijiro Nambu, a oa kabiten en arme japanat, ur bistolenn nevez anvet Stumm A. Abaoe fin an XIXvet kantved ha deroù ar mare Meiji e klaske arme Japan bezañ pourvezet gant armoù-dorn modernoc'h. Nambu en doa klasket e awen en nevezintioù a veze degaset en armoù en Europa d'ar poent-se. Daoust d'un nebeud kemmoù degaset gantañ d'e arm e 1906, ne voe ket dibabet gant an arme japanat hag un nebeud miliadoù anezhe a voe produet nemetken[1].

E 1922 e voe anvet Nambu da jeneral ha lakaet e voe e penn arsanailh Kokura. Adstagañ a reas gant e labour war un doare pistolenn nevez oc'h azasaat e Stumm A evit ma vije aesoc'h da broduiñ. Ar bistolenn nevez-savet a voe dibabet gant an arme japanat e 1925 hag anvet Stumm 14. Ouzhpenn 282.000 skouerenn anezhi a voe produet etre miz Du 1926 ha miz Eost 1945 evit isofiserien hag ofiserien an arme hag ar morlu[1]. Evel kalz a armoù-tan japanat e tigreskas kalite produiñ an Nambu 14 adalek 1943 abalamour d'ar mank a zanvezioù kentañ.

Goude ar brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un arouez-trec'h priziet e oa an Nambu Stumm 14 evit ar soudarded amerikan a stourme e takad-brezel ar Meurvor Habask, evel ma oa al Luger P08 alaman en Europa. Keñveriet e veze alies an div bistolenn[2], met daoust dezhe kaout ur stumm heñvel ez aent en-dro gant gwikefreoù disheñvel.

Meur a skouerenn a voe degaset da Stadoù-Unanet Amerika goude an Eil Brezel-bed. Div anezhe a voe prenet gant William Ruger digant ur soudard amerikan ha servijout a rejont da ziazez evit sevel ar pistolennoù Ruger Standard kentañ.

Implijet eo bet an Nambu 14 da vare ar brezelioù didrevadenniñ en Azia goude ar brezel-bed. Ral eo en Europa met priziet eo gant an dastumerien, er Stadoù-Unanet dreist-holl.

Daveennoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (fr) GUILLOU Luc, Le pistolet Nambu type 14, e La Gazette des armes 572, miz Meurzh 2024, p. 33-41
  2. War an dielloù melestradurel a ranke bezañ leuniet gant ar soudarded amerikan a felle dezhe degas trofeoù-brezel d'ar gêr gante e veze deskrivet alies an Nambu 14 evel ul « Luger type japanese automatic pistol ».
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan