Mont d’an endalc’had

Ruger Standard

Eus Wikipedia
Ruger Standard Model
Ruger Standard Model

Ur bistolenn Ruger Standard
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Pistolenn damaotomatek, DAO (daou-ober nemetken)
Mont en-dro Tennata dre argil
Munisionoù .22 Long Rifle
Produer Sturm, Ruger & Co.
Mare produiñ 1949 - bremañ
Perzhioù teknikel
Hirder ar c'hanol Meur a adstumm eus 4' (10 cm) betek 10' (25 cm)
Endalc'h Karger fiñv 9 pe 10 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Ruger Standard Model zo ur bistolenn damaotomatek savet e 1949 gant William B. Ruger ha produet abaoe gant an embregerezh Sturm, Ruger & Co. Pevar stumm nes anezhi zo bet abaoe 1949. Implijet e vez kalz e bed ar sportoù tennañ e-lec'h m'eo brudet evit bezañ resis, marc'hadmat ha solut. Kambret eo er c'halibr .22 Long Rifle.

Tresadenn ur Ruger Standard war ur breved eus 1951.

Goude an Eil Brezel-bed, ar c'hrouer armoù William "Bill" Ruger a brenas div bistolenn japanat Nambu digant un US Marine en doa kemeret perzh en emgannoù er meurvor Habask[1].

Studiañ a reas an div bistolenn ha dont a reas a-benn da eilañ anezhe en e garrdi. Kentpatrom ar bistolenn Ruger Standard kentañ a voe awenet gant stumm ha kulasenn an Nambu. Arc'hant a vanke da William Ruger evit produiñ ha gwerzhañ e bistolenn nevez. Diskouez a reas anezhi d'e gamarad Alexander McCormick Sturm, a voe souezhet gant an ijinadenn. Dremmskeudenn pistolenn William Ruger a oa un tamm heñvel ouzh hini ar pistolennoù alaman Luger P08, poblek-tre er Stadoù-Unanet[1].

Alexander Sturm a zivizas buan postañ 50.000$ da broduiñ ar bistolenn nevez-mañ. Berzh a reas diouzhtu. Produet ha gwerzhet e voe adalek fin 1949 gant an embregerezh Sturm, Ruger & Co. nevez-savet. Mervel a reas Sturm e miz Du 1951 met kenderc'hel a reas ar bistolenn da vezañ produet betek bremañ. Poblek e teuas da vezañ adalek ar bloavezhioù 1950 e bed ar sportoù tennañ, ha pelloc'h memes abalamour d'e briz izel e-keñver an armoù-dorn all (37,50 $ e 1951[2], da lavaret eo war-dro 460 $ e priz digemm e 2025).

Ar Ruger Standard zo dezhi ur blatinenn daou-ober nemetken hag ur sistem-tennata dra argil. Pourveziet eo gant ur c'harger 9 pe 10 tenn. An disheñvelderioù nes etre ar stummoù hag an adstummoù a zo gant danvez an dornikell, stumm hag hirder ar c'hanol, ha danvez ar framm, a zo liv an inox pe du gantañ hervez.

Ur Ruger Standard graet e 1963. Ouzhpennet ez eus bet ur c'houch a c'haller reoliñ dezhi.

Pevar stumm nes a gaver, produet e mareoù disheñvel, dezhe adstummoù lies.

  • Standard (1949 - 1982) hag an Mk I Target (1950 - 1982) deveret anezhi.
  • Mk II (1982 - 2005), a voe produet ouzhpenn 3.000.000 skouerenn anezhi.
  • Mk III (2004 - 2016) : ar bouton evit tennañ ar c'harger zo bet lakaet war gostez an dornell e-lec'h en he zraoñ.
  • Mk IV (2016 - bremañ) : simplaet eo bet an doare da zivontañ an arm.

An adstumm 22/45, kinniget evit ar Mk III hag ar Mk IV, a zo dezhañ ur framm polimer hag un dornikez tostoc'h da hini ur Colt M1911.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ar Ruger Standard a weler alies e filmoù pe stiradoù etre daouarn lazherien gopret pe soudarded a rank chom didrouz, en ur implijout redueroù-son warne ivez a-wechoù[3].
  • ur skouerenn eus ar Mk I kemmet a galz a zo gant tudenn Greedo er film Star Wars (1977)[4].
  • an arm a c'haller implijout e meur a c'hoari video, en o zouez reoù eus an heuliad Hitman, pe World of Guns: Gun Disassembly (stumm Mk II)[3].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) LONG Duncan, The Ruger .22 Automatic Pistol: Standard/Mark 1/Mark II Series, Paladin Press, 1988
  • (en) SWEENEY Patrick, The Gun Digest Book of Ruger Pistols and Revolvers, Gun Digest Books, 2007, 304 p., ISBN 978-0896894723
  1. 1,0 ha1,1 (en) TATE Aden, Where It Began: History of the Ruger Mark Series, Pew Pew Tactical, 22/09/2021 (lennet d'ar 24/05/2025)
  2. (en) LEE Jerry, Ruger Standard: The Pistol That Built An Empire, Gun Digest, 17/04/2020 (lennet d'ar 24/05/2025)
  3. 3,0 ha3,1 (en) Ruger Mk I / Mk II / Mk III Pistol, IMFDB (lennet d'an 30/08/2025)
  4. (en) SULLIVAN Ryan F., Star Wars guns, Rock Island Auction Company (lennet d'an 30/08/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan