Na h-Eileanan Ascrib
Neuz
Na h-Eileanan Ascrib (Ascrib Islands e saozneg) a zo un enezeg vihan e Loch Snìosort, ul loc'h-vor er biz da an t-Eilean Sgitheanach, en Inizi Gall, en Uheldirioù Bro-Skos.
Anvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp enezenn zo, hag un toullad kerreg. Ascrib a Deas eo an hini vrasañ ha suañ.
Ar re all zo : Scalp Rock, Eilean Garave, Sgeir a' Chapuill, Sgeir a' Chuain, Eilean Creagach hag Eilean Losal.
War un dro gant Ìosaigh e Loch Dhùn Bheagain int bet lakaet da Dachenn-Virlec'h ar reuniged (Phoca vitulina). Plaen a-walc'h eo an inizi, 41 m eo al lec'h uhelañ, ha n'eus gwezenn ebet warno.
Un ti zo en enezenn vrasañ. Lakaet e oa bet an enezeg e gwerzh e dibenn 1990 ha prenet gant Peter Palumbo, ur baron saoz dastumer taolennoù ha marc'hadour-tiez.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Scottish Natural Heritage - Ascrib Isay and Dunvegan Special Area of Conservation
- (en) European Environment Agency - Ascrib, Isay and Dunvegan