My Hero Academia

Eus Wikipedia
My Hero Academia
僕のヒーローアカデミア Boku no Hīrō Academia
Rummad Shonen manga
Doare Oberiant
Moliac'h
Skiant-faltazi
Manga My Hero Academia
Senario Kōhei Horikoshi
Treser Kōhei Horikoshi
Embanner Shūeisha
Ki-oon
Rakembann Weekly Shōnen Jump
Embann 7 a viz Gouhere 2014
- Bremañ
Levrennoù 16
Tresadenn-bev My Hero Academia Lodenn I
Filmaozer Kenji Nagasaki
Produerien Bones
Senario Yōsuke Kuroda
Skinwel Mainichi Broadcasting System
Skignañ 3 a viz Ebrel 2016 - 26 a viz Even 2016
Lodennoù 13
Tresadenn-bev My Hero Academia Lodenn II
Filmaozer Kenji Nagasaki
Produerien Bones
Senario Yōsuke Kuroda
Skinwel Mainichi Broadcasting System
Skignañ 25 a viz Meurzh 2017 - 30 a viz Gwengolo 2017
Lodennoù 25
Tresadenn-bev My Hero Academia Lodenn III
Filmaozer Kenji Nagasaki
Produerien Bones
Senario Yōsuke Kuroda
Skinwel Mainichi Broadcasting System
Skignañ 7 a viz Ebrel 2018 - Bremañ
Lodennoù 25
Logo ar manga

My Hero Academia (僕のヒーローアカデミア, Boku no Hīrō Academia) a zo ur manga shōnen hag un dresadenn-vev japanat skrivet ha treset gant Kōhei Horikoshi. Adembannet ha rak embannet eo abaoe 7 a viz Gouere 2014 gant ar gazetenn Weekly Shōnen Jump embannet gant Shūeisha. 16 levrenn a zo deuet e-maez e miz Du 2017. E galleg eo bet embannet gant Ki-oon abaoe miz Ebrel 2016 troet gant David Le Quéré. Tresadennoù-bev a zo bet graet gant ar studio Bones ha skignet eo bet etre miz Ebrel ha miz Even 2016 war MBS en bro-Japan. Un eil koulzad a zo bet skignet etre miz Ebrel ha miz Gwengolo 2017. An trede hini a zo skignet abaoe Ebrel 2018, hag ur film a zo raksoñjet evit miz Eost 2018.Treset ha skrivet eo ar manga My Hero Academia gant Kōhei Horikoshi. An istor-se a zo bet awennet gant un istor berr skrivet seizh bloaz a-gent gant ar memes skrivagner. An hini kentañ a zo embannet abaoe ar 4 a viz Du 2014. An heuliad a zo bet anvet en 8vet priz Manga Taishō en 2015. Gounit a ra ar Sugoi Japan Awards 2017 e-barzh ar rummad manga. Ar 7vet manga gwerzhet ar muiañ en bro Japan en 2016 gant 5 114 916 a levrenn gwerzhet.

Synopsis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur bed e lec'h ma zo 80 % eus ar boblañs bedel gant dreistgalloudoù, anvet "Alters" (個性, Kosei). Gant un dreistgalloud evel-se, forzh peseurt den a c'hell dont da vezañ un haroz pe, ma kav gwelloc'h, un torfedour. Heuliañ a ra ar manga avanturioù Izuku Midoriya, unan eus an dud ral hep dreistgalloud (alterioù), huñvreañ a ra koulskoude bezañ gant harozioù Lise-bras Yuei (雄英高校, Yūei Kōkō}/) hag dont da vezañ ur wech unan eus an harozioù brasañ eus e goulz, evel e haroz, All Might !

Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur film a zo bet kemennet e miz Kerzu 2017. Dont a raio e-maez an 3 a viz Eost 2018. Anvet eo My Hero Academia: The Movie - The Two Heroes.

C'hoari video[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'hoari video anvet My Hero Academia: Battle for All a zo bet krouet gant Bandai Namco Studios hag embannet gant Bandai Namco Entertainment. Deuet eo e-maez war an Nintendo 3DS d'an 19 a viz Mae 2016 e bro Japan.

Abaoe an 18 a viz Ebrel 2017 en Japan, ez eo bet krouet ur c'hoari video war ar pellgomzer-hezoug anvet My Hero Academia: Smash Tap.

Dont a raio e-maez, en 2018, unan all anvet My Hero Academia: One's Justice war PlayStation 4, Nintendo Switch, Xbox One ha Steam, war urzhiataer.