Mont d’an endalc’had

Mysaios

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Musaeus)

Musaeus (ar stumm stankañ hiriv), pe Mysaios ( Μυσαῖος e gregach) zo anv tri barzh eus Hellaz kozh.

Musaeus Aten, ar barzh mojennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzh, soner, beleg pe diouganer e oa, etre gwirvoud ha mojenn.

Mab e oa da Eumolp ha da Selene hervez lod. Hervez lod all e oa pe diskib pe mab da Orfeos, ha diazezer ar varzhoniezh relijiel en Attika. Hervez Paosanias an douaroniour, e voe beziet e tosenn ar Museum, er gevred d'an Akropolis. Sevel a reas kanoù ha levrioù komz-plaen hag orakloù. Ar re-se a voe dastumet en amzer Peisistratus gant Onomacritus, a ouzhpennas displegadurioù. Orakloù Attika e gwerzennoù zo stag ouzh e anv, re Eleusis peurgetket. (Herodotos vii. 6; viii. 96; ix. 43). Ul levr Titanomachia ha Theogonia a zo bet lakaet war e anv gant Gottfried Kinkel (Epicorum graecorum fragmenta, 1878).

Hervez a skriv Herodotos e oa bet karget al lenneg Onomacritus, en amzer Pisistratus en Aten, da zastum orakloù Musaeus, nemet e ouzhpennas traoù ijinet gantañ, a voe diskoachet gant Lasus of Hermione.

Musaeus Efesos

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An eil Musaeus a oa ur barzh eus Efesos, a zaremprede lez rouaned Pergamon. Skrivañ a eure ur Perseis, ha barzhonegoù diwar-benn Eumenes hag Attalus Iañ (Suidas s.v.).

Musaeus Grammaticus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An trede Musaeus (a veze anvet Grammaticus en holl zornskridoù) n'ouzer ket gwall vat pegoulz e vevas, nemet krediñ a reer peurvuiañ e oa e penn-kentañ ar VIvet kantved, dre ma skriv e doare Nonnos. A-raok Agathias (530-582) e rank bezañ bevet, ha kavet ez eus bet e oa eñ ar mignon da b-Procopius en doa skrivet ar varzhoneg (340 hexameter lines) diwar-benn Hero ha Leandros hag a zo ar pep gwellañ bet skrivet en amzerioù-hont (moulet gant Franz Passow, 1810; G. H. Schafer, 1825; C. Dilthey, 1874). Ar varzhoneg vihan Alpheus hag Arethusa (Anthol. pal. ix. 362) a zo bet skrivet gant Musaeus ivez, a greder.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Parramon i Blasco, Jordi: Diccionari de la mitologia grega i romana. Edicions 62, Col·lecció El Cangur / Diccionaris, núm. 209. Barcelona, 1997. ISBN 84-297-4146-1, plana 153.
  • William Smith, Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology, (1867)