Hero
Hero (Ήρώ / Hêrố e gregach) a oa ur plac'h yaouank e mojennoù Hellaz kozh.
Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Belegez Afrodite e oa Hero e Sestos, o chom e oa en un tour war aod europat an Hellespontos.
Karet e oa gant ur gwaz yaouank, Leandros, a dreuze an Hellespontos eus Abydos bep noz, dre garantez, da gousket ganti: dirazañ e wele ar gouloù dalc'het gant e vestrez.
Un noz e voe gwallamzer, lazhet ar gouloù, ha Leandros ne gavas ket e hent en deñvalijenn.
En deiz war-lerc'h e voe kavet e gorf war an aod. En em lazhañ a reas Hero oc'h en em deurel eus lein an tour.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a arzour zo bet awenet gant ar vojenn:
- Musaeus er Vvet kantved, ha Christopher Marlowe er XVIvet o deus savet pep a varzhoneg;
- Giovanni Francesco Straparola, ur gontadenn
- Milorad Pavić, ar skrivagner serb, en deus skrivet ur romant embannet e galleg gant an titl l'Envers du vent (Tu gin an avel), an daou garedig o kontañ an istor a bep eil el levr;
Da gounaat ar yaouankizoù eo e treuzas Lord Byron an Hellespontos war-neuñv e 1810 etre Sestos hag Abydos: un eur ha dek munut e oa bet o neuial.
Livourien zo o deus livet ar vojenn: evel ar C'hallaoued Théodore Chassériau ha Jean-Joseph Taillasson.