Mouskedig
Ur mouskedig a zo un doare arm-tan hiniennel. Betek an XIXvet kantved e veze implijet an termen evit envel ur mousked dezhañ ur blatinenn-vechenn met berroc'h hag aesoc'h da zornata.
E deroù an XXvet kantved eo bet graet gantañ evit an armoù-tan hiniennel hir ha rizennet o c'hanol dre vras, pa oant berroc'h evit ar fuzuilhoù boas, a c'halle bezañ douget a-dreuz-kof. An armoù-se a veze implijet kentoc'h gant soudarded ar marc'hegerezh, ar c'hanolierezh, pe an Archeriezh e Frañs betek kreiz ar c'hantved[1]. Ar mouskedigoù Berthier zo bet implijet da skouer gant ar C'hallaoued da vare ar Brezel-bed Kentañ. An termenadur modern a c'haller tostaat ouzh hini ur garabinenn, ha n'eo ket sklaer atav ar c'hemm etre an daou dermen : e arme Suis e raed da skouer gant an anv alamanek Karabiner 31 ("Karabinenn 31") hag e galleg gant Mousqueton 31 evit envel ar memes arm.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Termenadur ar ger war lec'hienn ar CNTRL (lennet d'an 19/12/2024)