Mount & Blade (c'hoari video)
- Evit an heuliad c'hoarioù video gwelet: Mount & Blade (heuliad c'hoarioù video)
Mount & Blade (Mount and Blade) zo c'hoari diazez an heuliad c'hoarioù video Mount & Blade doare gwezh RPG krennamzerel war Microsoft Windows, sevenet gant an embregerezh Turkek TaleWorlds, hag embannet gant an embregerezh svedat Paradox Interactive. Lakaet e oa bet e gwerzh d'ar 16 a viz Gwengolo 2008, en Norzhamerika, ha tri devezh war-lerc'h en Europa.
Degemeret eo bet ar c'hoari ur wech embannet. Lakaet e oa bet war-raok ar c'hoari evit nevezinti an emgannoù, al labour war diorroadur spis an dudenn c'hoariet hag ur gumuniezh bev birvidik evit ar modoù. Lakaet e oa bet war-raok eus un tu all e oa randonus: ar c'hefridioù, an eskemmoù etre tudennoù, al lec'hioù hag e oa izel al live grafikoù.