Mouezh Paotred Breizh
Mouezh Paotred Breizh a zo ul laz-kanañ paotred (pe ur c'hor paotred) krouet e 1993 gant Jean-Marie Airault, hemañ ar penn kor diwar neuze, ha Yann-Ber Premel. Kevredet eo e-barzh Kanomp Breizh, dezhañ ar pal « diorren ar c’han a-gor brezhonek ». Eizh gwezh o deus gounezet titl kampioned Breizh al lazoù-kanañ hag emaint e-touez ar re wellañ kevredet gant Kanomp Breizh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant koridi gembreat e voe kaset ur bedadenn evit mont da Atlanta evit sevel un c’hor bedel e framm ar gevredigezh « World Choir », ken e voe divizet sevel ur c’hor paotred gant koridi Breizh a-bezh ha ne oa ket anezhañ e Breizh c’hoazh, hag awenet gant doareoù ar c’horioù patred Bro-Gembre hag o liesvouezhiezh gant teir mouezh d’an nebeutañ.
Dalc’het e voe ar pleustradegoù e Pleiben, bloavezhioù-pad, met e 2021 e voent bet kaset da Garaez, en iliz Plougêr, da-gentañ, e sal Karaez-Park da-c'houde.
Garedonoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Priz ar grouadenn 2003 evit ar ganadenn « Kan glaz ar sklerijenn ».
- Kampionad Breizh al lazoù-kanañ (Rummad kentañ) aozet bep bloaz e Landerne : 2008, 2012, 2015, 2016, 2018, 2019, 2022, 2024
Izili brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Maël Daniel, Le chœur d’hommes Mouez Paotred Breizh s’ancre à Carhaix, Le Poher, 1añ a viz Mezheven 2022