Moses Jacob Ezekiel
Moses Jacob Ezekiel, brudet ivez evel Moses Ritter von Ezekiel, ganet d'an 28 a viz Here 1844 hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Meurzh 1917, a oa ur c'hizeller yuzev-stadunanat en devoa bevet ha labouret e Roma e-pad un darn eus e vuhez. Ezekiel a voe "the first American-born Jewish artist to receive international acclaim" (ar c'hentañ yuzev-amerikan o vezañ meulet dre ar bed).
Bez' e voe yaouaer er Virginia Military Institute, ha servijet en devoa e tu ar re Gengevreet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Kemeret en doa perzh en Emgann New Market. Be'z eo ar c'hizeller nemetañ o vezañ bet brudet hag o vezañ bet kemeret perzh er brezel diabarzh stadunanat.
Ezekiel ha luskad al "Lost Cause"
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad spisoc'h: Lost Cause of the Confederacy
An delwennoù graet gant Moses Jacob Ezekiel eus harozed ar Stadoù Kengevreet zo marteze c'hoazh hiziv-an-deiz un doare anat da lakaat war wel ha da veuliñ ar pezh a anver al Lost Cause of the Confederacy. Krediñ start a rae en dezenn-se. Un doare romantel a oa gant Ezekiel: "a romanticized vision of the South and the Confederacy in which soldiers fought honorably for states' rights and free trade rather than treasonously for the cause of slavery. [gwelet Cornerstone speech.] In this narrative, slave owners are painted as benign protectors and providers for their African American 'dependents'."[1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Moehlman, Lara, "The Not-So Lost Cause of Moses Ezekiel", kelaouenn Moment, 21 Gwengolo 2018.