Mont d’an endalc’had

Emgann New Market

Eus Wikipedia
Yaouaerien ar VMI e-pad Emgann New Market

Emgann New Market a voe stourmet d'ar 15 a viz Mae 1864, e Virginia e-pad Kampagnoù traoñienn Shenandoah e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Ul lu kengevreet savet buan-ha-buan gant 4100 soudard, gant yaouaerien eus ar Virginia Military Institute (VMI), a voe trec'h war ar major jeneral Franz Sigel hag e Army of the Shenandoah. Ar yaouerien dre o youl dibleg a oa bet ar re o devoa degaset an trec'h evit an tu kengevreet en New Market.

Ar "Field of Lost Shoes" war dachenn Emgann New Market hiziv-an-deiz

Ur wech trec'het, Sigel, a voe disammet diouzh e garg hag erlec'hiet gant ar major jeneral David Hunter.

Kolloù ar VMI

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

47 yaouaer eus ar VMI a voe gloazet e-pad an emgann (e-tro 23%)[1]. Dek anezho a oa bet lazhet war an taol pe marvet goude-se:

Cadet [1] Lec'h ganedigezh Renk ha kompagnunezh Notenn(où)
Samuel Francis Atwill
Class of 1866 (Sophomore)
Montross (Virginia) Yaouaer Corporal
Company A
Marvet d'an 20 a viz Gouhere e ti an Dr. Stribling e Staunton. Beziet er VMI.

‣ Uhelaet d'ar renk a yaouaer Third Sergeant, Company C d'ar 27 a viz Even 1864

William Henry Cabell
Class of 1865 (Junior)
Richmond (Virginia) Yaouaer First Sergeant
Company D
Lazhet en emgann. Beziet en Hollywood Cemetery, Richmond (Virginia)
Charles Gay Crockett
Class of 1867 (Freshman)
Wythe County, Virginia Yaouaer soudard
Company D
Lazhet en emgann. Adveziet er VMI e 1960.
Alva Curtis Hartsfield
Class of 1866 (Sophomore)
Wake County, North Carolina Yaouaer soudard
Company D
Marvet d'ar 26 a viz Even en ospital Petersburg hospital. Beziet en ur bez dianav e Blandford Church Cemetery, Petersburg.

‣ Skrivet er Company B war ar mein koun.

Luther Cary Haynes
Class of 1867 (Freshman)
Essex County, Virginia Yaouaer soudard
Company B
Marvet d'ar 15 a viz Even en old Powhatan Hotel Hospital, Richmond. Beziet e ti e dud e “Sunny Side”.
Thomas Garland Jefferson
Class of 1867 (Freshman)
Amelia County, Virginia Yaouaer soudard
Company B
Marvet tri devezh goude an emgann nepell diouzh e di. Beziet er VMI.
Henry Jenner Jones
Class of 1867 (Freshman)
King William County, Virginia Yaouaer soudard
Company D
Lazhet en emgann. Beziet er VMI.
William Hugh McDowell
Class of 1867 (Freshman)
(The Ghost Cadet gant Elaine Marie Alphin)
Beattie's Ford, North Carolina Yaouaer soudard
Company B
Lazhet en emgann. Beziet er VMI.
Jaqueline Beverly Stanard
Class of 1867 (Freshman)
Orange (Virginia) Yaouaer soudard
Company B
Lazhet en emgann. Beziet er VMI. Orange, Virginia.
Joseph Christopher Wheelwright
Class of 1867 (Freshman)
Westmoreland County, Virginia Yaouaer soudard
Company C
Marvet d'an 2 a viz Even e ti an doktor en Harrisonburg. Beziet er VMI.
Ar Virginia Civil War Museum hag an New Market Battlefield State Historical Park lec'h ma vez un adsevel istorel eus an argadenn.

An New Market Day ceremony zo ul lid bloaziek dalc'het er VMI e-tal mein-koun ar Virginia Mourning Her Dead, en New Market Corps. Kizellet eo bet gant ar c'hizeller Cavaliere Moses Ritter von Ezekiel, eus klasad 1866 ar VMI, en doa kemeret perzh en emgann. Anv an holl yaouaerien eus ar c'horfadoù eus 1864 a zo bet skrivet ouzh ar monument. C'hwec'h a-ziwar dek marvet e-pad an emgann zo beziet el lec'h koun.

E-pad al lid e vez degemennet anvioù ar re marvet en Emgann New Market, un enoriñ kroget e 1887. Pa vez embannet anv un den marvet, ur c'hannad eus ar memes gompanunezh a-vremañ a respont, "Died on the Field of Honor, Sir." Un 3 zenn a enor a zo tennet gant gwarded yaouaerien, ouzhpenn-se e vez sonet gant un drompilh war an dachenn dibunañ. E fin al lid e vez ar c'horfad a-bezh o tibunañ dirak ar mein-koun Virginia Mourning Her Dead[2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Knight, p. 246.
  2. Davis, pp. 174–176.