Morlu Rusia

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Skoed ardamez Morlu Rusia
Banniel Morlu Rusia
Asagn Morlu Rusia
Ardamez skoaz Morlu Rusia

Flodad morlu milourel kevredad Rusia (rusianeg: Военно-морской флот Российской Федерации (ВМФ России) berraet en Morlu Rusia eo skourr morlu Nerzhioù lu Kevredad Rusia. Bez ez eus bet eus ar morlu-se gant stummoù lies ha disheñvel abaoe 1696, an doare a-vremañ a zo bet savet e miz Genver 1992 pa oa bet kemeret plas Morlu Kenglad ar Stadoù Dizalc'h (a oa bet o kemer plas ar Morlu soviedel goude fin an URSS e fin miz Kerzu 1991).

Kentañ stumm Morlu Rusia a oa bet e-pad ren an Tsar Pêr Iañ e miz Here 1696. Hervez a, hengoun en doa diskleriet : "Ur penn gant un arme n'en deus nemet un dorn, met an hini en deus ur morlu en deus daouarn." Simboloù morlu Rusia, evel an asagn gant kroaz Sant Andrev, ha darn ar gizioù a oa bet ijinet ha lakaet da dalvezout gant Pêr Iañ e-unan.

Morlu Rusia a zo chomet damheñvel e aozadur evel hini an nerzhioù morlu soviedel. Ar flodadoù a zo reoù ar Flodad Norzh, Flodad ar Meurvor Habask, Flodad ar Mor Du, Flodad ar Mor Baltel, Flodad ar Mor Kaspia, Nijlu morlu ha nerzhioù lu an arvorioù (savet gant an droadegiezh morlu, ar misiloù arvorel hag ul lodenn kanolierezh).